Sant Lucas 21:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak ar re-se a vo deizioù a gastiz, evit ma’c’h erruo an holl draoù a zo skrivet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag ar re‐ze a vezo deiziou a gastiz evit ma vezo great kement holl a zo scrivet. |
evit embann ur bloavezh trugarezus a-berzh an AOTROU hag un devezh a veñjañs a-berzh hon Doue, evit frealziñ ar re holl a zo e kañv,
Tec'hit eus kreiz Babilon, ra saveteo pep hini e vuhez, gant aon na varvfec'h en e zrougiezh, rak amzer veñjañs an AOTROU eo, reiñ a raio dezhi hervez ar pezh he deus graet.
Deuet eo deizioù ar c'hastiz, deuet eo deizioù an daskor, Israel a anavezo kement-se. Ar profed a zo sod, an den a spered a zo diskiant, en abeg da vraster da zireizhder hag en abeg da'z kasoni vras.
Rak setu e teu an deiz gwrezus evel ur forn; hag an holl re lorc'hus hag an holl re a ra an droug a vo evel plouz. An deiz-se a zo o tont hag o entano, eme AOTROU an armeoù, ha ne lezo ganto na gwrizienn na skourr.
Kement-se holl a c’hoarvezas, evit ma vije peurc’hraet ar pezh a oa bet lavaret gant an Aotrou dre ar profed:
Met dre da galeted ha da galon dibened, e tastumez un teñzor a fulor evit deiz fulor ha diskuliadur barnedigezh reizh Doue,
Broadoù, laouenait gant e bobl! Rak e veñjo gwad e servijerien, e tenno veñjañs eus e enebourien, hag e raio dic'haou evit e zouar hag evit e bobl.
an Aotrou a oar mirout eus an amprouenn ar re a zouj anezhañ ha derc’hel ar re zireizh da vezañ kastizet da zeiz ar varn,
Met an neñv hag an douar a-vremañ a zo miret dre an hevelep ger, ha lakaet a-du evit an tan, da zeiz ar varn ha kollidigezh an dud na zoujont ket Doue.