Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Ozea 9:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

7 Deuet eo deizioù ar c'hastiz, deuet eo deizioù an daskor, Israel a anavezo kement-se. Ar profed a zo sod, an den a spered a zo diskiant, en abeg da vraster da zireizhder hag en abeg da'z kasoni vras.

Ver Capítulo Copiar




Ozea 9:7
40 Referencias Cruzadas  

Neuze Jehu a yeas etrezek servijerien e aotrou. Hag e voe lavaret dezhañ: Ha mont a ra mat pep tra? Perak eo deuet an diskiant-se da'z kavout? Respont a reas: Anavezout a rit mab-den hag e gomzoù.


Petra a reot en deiz ar varnedigezh, pa zeuio an distruj a-bell? Etrezek piv e tec'hot evit kaout sikour, ha pelec'h e lezot ho kloar?


AOTROU, da zorn a zo savet uhel, ne welont ket anezhañ, met mar gwelont da c'hred evit da bobl, neuze e vint mezhekaet, hag an tan miret evit da enebourien a lonko anezho.


Rak devezh veñjañs an AOTROU eo, bloavezh an daskor e-keñver gwirioù Sion.


Me a ra c'hwitañ arouezioù ar c'haouiaded, me a laka da ziskiantaat an divinourien, me a ra kilañ ar re fur, me a dro o anaoudegezh da follentez,


N'int nemet mogidelloù, oberennoù a douellerezh, mont a raint da netra da vare o c'hastiz.


ha ne vano netra anezho, dre ma lakain da zont un droug war dud Anatod da vloaz o c'hastiz.


Hag e roin dezho da gentañ an daougement eus o direizhder hag eus o fec'hed, dre ma o deus saotret va douar ha leuniet va hêrezh gant korfoù marv o zraoù kasaus ha gant o euzhusterioù.


E profeded Samaria em eus gwelet kalz a follentez, profediñ a reont dre Vaal, ha dianket o deus va fobl Israel.


Rak pobloù galloudek ha rouaned vras o sujo, int ivez, ha me a zaskoro dezho hervez o oberoù hag hervez labour o daouarn.


An AOTROU en deus da lakaet aberzhour e-lec'h Jehojada an aberzhour, evit ma vo ensellerien e ti an AOTROU, evit eveshaat war bep den diskiant a ro profediezhoù, evit e lakaat en toull-bac'h hag en hern,


He gopridi ivez a zo en he c'hreiz evel leueoù lart. Int ivez a dro kein dezhi, tec'hout a reont a-gevret, ne zalc'hont ket, rak deiz o glac'har a zo deuet warno, amzer o c'hastiz.


Louzaouet o deus gouli merc'h va fobl diwar skañv, en ur lavarout: Peoc'h! Peoc'h! Ha n'eus ket a beoc'h.


Louzaouet o deus gouli merc'h va fobl diwar skañv, en ur lavarout: Peoc'h! Peoc'h! Ha n'eus ket a beoc'h.


Da brofeded o deus bet evidout gweledigezhioù gaouiat hag aner. N'o deus ket dizoloet dit da zrougiezh evit distreiñ da harlu. Met diouganet o deus traoù faos ha touellus.


Abalamour, ya, abalamour ma tiankont va fobl, en ur lavarout: Peoc'h! pa n'eus ket a beoc'h, hag unan a sav ur voger, hag egile a c'holo anezhi gant pri-raz,


Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Gwalleur d'ar brofeded diskiant a heuilh o spered o-unan, ha n'o deus ket gwelet tra ebet.


Hag e sevenin ur veñjañs vras warno dre gastizoù a fulor, hag e ouezint ez on me an AOTROU, pa sevenin va veñjañs warno.


Hag e vin meuraet ha santelaet, hag e vin anavezet dirak daoulagad broadoù niverus, hag e ouezint ez on me an AOTROU.


Ha me ivez, va lagad n'esperno ket, hag e vin didruez, hag e lakain o hentoù war o fenn.


Israel, distro d'an AOTROU da Zoue, rak kouezhet out dre da zireizhder.


Efraim a vo en glac'har da zeiz ar c'hastiz. Un dra wirion a zisklêrian e-touez meuriadoù Israel.


En aberzhoù a ginnigont din, ec'h aberzhont kig, hag e tebront anezhañ, met an AOTROU ne gav ket plijadur enno. Bremañ e teuio soñj dezhañ eus o direizhder hag e kastizo o fec'hedoù. Distreiñ a raint d'an Ejipt.


Gedour Efraim a oa gant va Doue, met ar profed a zo ur roued eus ul labousetaer war e holl hentoù, un enebour ouzh ti e Zoue.


Hag e lavaras: Petra a welez, Amoz? Hag e lavaris: Ur banerad frouezh darev. Hag an AOTROU a lavaras: An diwezh a zo deuet evit va fobl Israel, ha ne dremenin netra ken dezhi.


Mar red un den war-lerc'h an avel, ha mar lavar gevier o lavarout: War ar gwin ha war an evajoù kreñv e roin dit ur brofediezh, hennezh a vo ur profed evit ar bobl-mañ.


An hini gwellañ anezho a zo evel un drezenn, an hini eeunañ a zo gwashoc'h eget ur c'harzh-spern. Dont a ra an deiz diouganet gant da c'hedourien, deiz da gastiz, ha neuze e vint er vezh.


He frofeded a zo rok ha tud fall, hec'h aberzhourien o deus saotret an traoù santel, gwallerien int e-keñver al lezenn.


E vignoned o vezañ klevet kement-se, a yeas evit e gemer, rak lavarout a raent: Diskiantet eo.


Rak ar re-se a vo deizioù a gastiz, evit ma’c’h erruo an holl draoù a zo skrivet.


Rak mar d-omp diskiant ez eo evit Doue, mar d-omp a skiant vat ez eo evidoc’h.


Ar gêr vras a voe lodennet e teir lodenn ha kêrioù ar broadoù a voe diskaret. Doue en doe soñj eus Babilon vras evit reiñ dezhi hanaf gwin e gounnar daer.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos