hag a gemeras teñzorioù ti an AOTROU ha teñzorioù ti ar roue. Kemer a reas holl, kemer a reas ar skoedoù aour en doa graet Salomon.
Sant Lucas 21:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O vezañ savet e zaoulagad, e welas tud pinvidik a lakae o frofoù en teñzor. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) O veza savet he zaou‐lagad, Jesus a velaz tud pinvidic hag a lake ho offransou en tenzor an templ. |
hag a gemeras teñzorioù ti an AOTROU ha teñzorioù ti ar roue. Kemer a reas holl, kemer a reas ar skoedoù aour en doa graet Salomon.
An aberzhour Jehojada a gemeras ur c'hef hag a reas un toull er golo, hag e lakaas anezhañ e-kichen an aoter, en tu dehou pa'z aed e-barzh ti an AOTROU. An aberzhourien a ziwalle an treuzoù a lakae ennañ an holl arc'hant a veze degaset e ti an AOTROU.
Hag e tennas ac'hane holl deñzorioù ti an AOTROU ha teñzorioù ti ar roue, hag e lakaas a-dammoù an holl draoù aour en doa graet Salomon roue Israel evit templ an AOTROU, evel m'en doa lavaret an AOTROU.
Nebukadnezar a gasas da Vabilon holl listri ti Doue, ar re vras hag ar re vihan, ha teñzorioù ti an AOTROU, ha teñzorioù ar roue hag e bennoù.
Hag e lakais da verour war an teñzorioù Shelemia an aberzhour, Zadok ar skrib, Pedaja unan eus al Levited, hag evit o eilañ Hanan mab Zakkur, mab Matania. Ar re-se a veze sellet evel tud eeun, hag e oant e karg da lodennañ etre o breudeur.
Ar veleien vras o dastumas hag a lavaras: N’eo ket aotreet o lakaat en teñzor, dre ma’z int priz ar gwad.
a zismantr tiez an intañvezed hag a ra evit ar gweled pedennoù hir. Bez’ o devo ur varnedigezh gwashoc’h.
Jezuz a lavaras ar gerioù-mañ el lec’h ma oa an teñzor, o kelenn en templ. Ha den ne grogas ennañ, rak e eur ne oa ket deuet c’hoazh.
An holl arc'hant hag an holl aour gant pep tra arem hag houarn a vo santelaet d'an AOTROU ; mont a raint e teñzor an AOTROU .
Hag e tevjont en tan kêr ha kement a oa enni. Nemet an arc'hant hag an aour gant pep tra arem hag houarn a lakajont e teñzor ti an AOTROU .