Da blantet em boa evel ur winienn dispar, an holl blantennoù eus ur spesad gwirion, penaos ez out cheñchet evidon en ur winienn diavaeziat?
Sant Lucas 20:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze en em lakaas da lavarout d’ar bobl ar barabolenn-mañ: Un den a blantas ur winieg, he feurmas da winierien hag ez eas evit pell amzer en ur vro all. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze e commansaz lavaret d’ar bobl ar barabolen‐man: Eun den a blantaz eur winien, hag a roaz anezhi e feurm da labourerien, hag ez eaz euz he vro evit pell amzer. |
Da blantet em boa evel ur winienn dispar, an holl blantennoù eus ur spesad gwirion, penaos ez out cheñchet evidon en ur winienn diavaeziat?
Heñvel eo ouzh un den a yeas en ur vro bell, a c’halvas e servijerien hag a lakaas e vadoù etre o daouarn.
Lavarout a reas neuze: Un den a lignez uhel a yeas d’ur vro bell evit kemer ur rouantelezh evitañ, ha distreiñ goude.
Da amzer ar frouezh e kasas unan eus e servijerien etrezek ar winierien evit kemer diganto frouezh ar winieg. Met ar winierien a gannas anezhañ hag e kasjont anezhañ kuit hep netra.
Ha Jezuz a lavaras dezho: Ha me kennebeut ne lavarin ket deoc’h dre beseurt galloud e ran an traoù-se.
Lakaat a ri barnerien hag ofiserien en holl c'hêrioù a roio an AOTROU da Zoue dit, hervez da veuriadoù. Hag e tougint barnedigezhioù reizh d'ar bobl.