Ar bobl, o vezañ gwelet kement-se, a voe souezhet hag a roas gloar da Zoue dre m’en doa roet un hevelep galloud d’an dud.
Sant Lucas 13:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eñ a lakaas e zaouarn warni. Kerkent en em eeunas hag e roas gloar da Zoue. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag ec’h astennaz he zaouarn varnezhi; ha kerkent e savaz soun en he za, hag e rentaz gloar da Zoue. |
Ar bobl, o vezañ gwelet kement-se, a voe souezhet hag a roas gloar da Zoue dre m’en doa roet un hevelep galloud d’an dud.
kemer a raint an naered; mar evont un dra marvel bennak, ne raio ket a zroug dezho; lakaat a raint o daouarn war ar re glañv hag e vint yac’haet.
hag a bedas start anezhañ, o lavarout: Va merc’h vihan a zo prest da vervel, deus da lakaat da zaouarn warni evit ma vo yac’haet, hag e vevo.
Ne c’hellas ober eno mirakl ebet, nemet e yac’haas un nebeud tud klañv en ur lakaat e zaouarn warno.
Eñ a lakaas adarre e zaouarn war e zaoulagad hag a lavaras dezhañ sellout. Yac’haet e voe hag e wele holl fraezh mat.
Pa welas anezhi, Jezuz he galvas hag a lavaras dezhi: Gwreg, yac’haet out eus da gleñved.
Kerkent ec’h adkavas ar gweled, hag ec’h heulias Jezuz o reiñ gloar da Zoue. An holl bobl, o welout kement-se, a veulas Doue.
Pa voe kuzhet an heol, ar re holl o doa re glañv dalc’het gant meur a gleñvedoù o degasas dezhañ. Eñ a lakaas e zaouarn war bep hini anezho hag o yac’haas.
Ananiaz a yeas hag, o vezañ aet en ti, e lakaas e zaouarn war Saol hag e lavaras: Breur Saol, an Aotrou Jezuz, an hini a zo en em ziskouezet dit en hent a zeues drezañ, en deus va degaset evit ma adkavi ar gweled ha ma vi leuniet gant ar Spered-Santel.