An AOTROU a santas ur c'hwezh vat hag an AOTROU a lavaras en e galon: Ne villigin ken an douar abalamour d'an den rak natur kalon an den a zo fall adalek e yaouankiz, ne skoin ken kement a vev evel em eus graet.
Sant Lucas 11:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mar gouzoc’h eta, ha c’hwi fall, reiñ traoù mat d’ho pugale, pegement muioc’h an Tad a zo en neñv a roio ar Spered-Santel d’ar re en goulenn digantañ! Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mar gouzoc’h eta c’houi, pere a zo fall, rei traou mad d’ho pugale, pegement muioc’h e roio ho Tad celestiel ar Spered‐Santel d’ar re her goulen diganthan? |
An AOTROU a santas ur c'hwezh vat hag an AOTROU a lavaras en e galon: Ne villigin ken an douar abalamour d'an den rak natur kalon an den a zo fall adalek e yaouankiz, ne skoin ken kement a vev evel em eus graet.
Distroit pa damallan ac'hanoc'h. Setu, e skuilhin warnoc'h eus va spered, hag e roin deoc'h da gompren va c'homzoù.
Ar wreg, hag e c'hellfe ankounac'haat ar bugelig a vag? Hag e tremenfe hep kaout truez ouzh mab he c'hof? Ha pa ankounac'hafe, me n'ankounac'hain ket ac'hanout.
Lakaat a rin va Spered en ho tiabarzh, hag e rin deoc'h kerzhout em reolennoù ha mirout va barnedigezhioù, evit ober diouto.
Hag e c'hoarvezo goude an traoù-se ma skuilhin va Spered war bep kig, ho mibien hag ho merc'hed a brofedo, ho tud kozh o devo huñvreoù hag ho tud yaouank o devo gweledigezhioù.
Ra lugerno evel-se ho sklêrijenn dirak an dud, evit ma welint ho madoberoù ha ma teuint da reiñ gloar d’ho Tad a zo en neñvoù.
evit ma viot bugale ho Tad a zo en neñvoù. Rak eñ a ra d’e heol sevel war ar re fall ha war ar re vat, hag a laka ar glav da gouezhañ war ar re reizh ha war ar re zireizh.
Mar gwisk eta Doue evel-se geot ar parkeier, a zo hiziv hag a vo warc’hoazh taolet er forn, pegement muioc’h e wisko ac’hanoc’h, tud a nebeut a feiz?
Rak ar baganed eo ar re a glask an holl draoù-se. Ho Tad neñvel a oar hoc’h eus ezhomm eus an holl draoù-se.
Mar gouzoc’h eta, ha c’hwi fall, reiñ traoù mat d’ho pugale, pegement muioc’h ho Tad a zo en neñv a roio traoù mat d’ar re o goulenn digantañ.
Hag e lavaras dezho: Pa bedit, lavarit: Hon Tad hag a zo en neñv, ra vo santelaet da anv, ra zeuio da rouantelezh, ra vo graet da volontez war an douar evel en neñv,
Jezuz a respontas dezhi: Mar anavezjes donezon Doue ha piv eo an hini a lavar dit: Ro din da evañ, ez pefe goulennet da-unan digantañ hag en defe roet dit dour a vuhez.
Pêr a lavaras dezho: Ho pet keuz, ha ra vo pep hini ac’hanoc’h badezet en anv Jezuz-Krist evit ar pardon eus ho pec’hedoù. Hag e resevot donezon ar Spered-Santel.
Rak mar dre bec’hed unan hepken en deus ar marv renet dre unan hepken, kalz muioc’h ar re a resev ar fonnder eus ar c’hras hag eus donezon ar reizhder a reno er vuhez dre unan hepken, Jezuz-Krist.
Rak gouzout a ran penaos ar mad ne chom ket ennon, da lavarout eo em c’hig; c’hoant am eus d’ober ar mad, met ne gavan ket ar galloud d’henn ober.
Eñ ha n’en deus ket espernet e Vab e-unan, met en deus e roet evidomp holl, penaos ne roio ket pep tra deomp gantañ?
Rak ni ivez a oa gwechall diskiant, disentus, diheñchet, dindan hon techoù hag hor plijadurioù direizh, o vevañ er fallentez hag en avi, dellezek a gasoni hag o kasaat an eil egile.