Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Lucas 11:13 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

13 Mar gouzoc’h eta c’houi, pere a zo fall, rei traou mad d’ho pugale, pegement muioc’h e roio ho Tad celestiel ar Spered‐Santel d’ar re her goulen diganthan?

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Mar gouzoc’h eta, ha c’hwi fall, reiñ traoù mat d’ho pugale, pegement muioc’h an Tad a zo en neñv a roio ar Spered-Santel d’ar re en goulenn digantañ!

Ver Capítulo Copiar




Sant Lucas 11:13
30 Referencias Cruzadas  

Ra sclerio evel‐se ho sclerijen dirag an dud, evit ma velint ho mad‐oberou, ha ma c’hlorifiint ho Tad pehini a zo en envou.


evit ma veot bugale ho Tad pehini a zo en envou; rag hen a ra d’he heol sevel var ar re fall ha var ar re vad, hag a ra d’ar glao kweza var ar re just ha var ar re injust.


Rag mar pardonit d’an dud ho offansou,


Mar gwisk eta Doue er giz‐se yeot ar parcou, pehini a zo hirio, hag a vezo varc’hoas taolet er forn, ha na wiskohen ket ac’hanoc’h‐hu kalz kentoc’h o tud a neubeud a feiz?


Rag ar baianed eo a glask an holl draou‐ze; hag ho Tad celestiel a oar hoc’h euz ezom euz an holl draou‐ze.


Mar gouzoc’h eta, evidoc’h da veza fall, rei traou mad d’ho pugale, pegement mui ho Tad pehini a zo en envou, na roi‐hen ket traou mad d’ar re ho goulen diganthan!


Pe otramant c’hoas, mar goulen diganthan eur vi, daoust hag hen a rofe dezhan eur scorpion?


Ha Jesus a lavaraz dezhe: Pa bedot, livirit: Hon tad pehini a zo en envou; da hano bezet santifiet; ra zeui da rouantelez; da volontez bezet great var an douar evel en env;


Ha Doue, daoust hag hen na venjo ket ar re hen deuz choazet, pere a gri var zu enhan noz deiz, petra‐benag ma tale da zond d’ho venji?


Jesus a respontaz hag a lavaraz dezhi: Ma c’hanavezjez donezon Doue, ha piou eo an hini a lavar d’id: Ro da eva d’in, e c’houlenjez diganthan da‐unan, hag e roche d’id dour beo.


Ha Per a lavaraz dezhe: En em gonvertissit, ha ra vezo badezet pep hini ac’hanoc’h en hano Jesus‐Christ, evit remission he bec’hejou; hag e recevot donezon ar Spered‐Santel.


Rag, mar d’eo deuet ar maro da ren abalamour da bec’hed unan hep‐ken, dre an den‐ze hep‐ken, kent a ze, ar re a receo an abondans euz ar c’hras hag euz an donezon a justis, a reno er vuez dre unan hep‐ken, da lavaret eo, dre Jesus‐Christ!


Rag gouzoud a ran penaos ar mad na choum ket enoun, da lavaret eo, em c’hig, rag bolontez em euz da ober ar pez a zo mad; mes ne deuan ket a‐ben d’hen ober.


Hen, pehini n’hen deuz ket espernet he Vab he‐unan, mes hen deuz livret anezhan evidomp‐ni holl, penaos na roi‐hen ket ive deomp pep tra assambles ganthan?


Rag ni ive, a oa gwech‐all diskiant, dizent, dihenchet, pleget dindan gwall‐ioulou ar c’horf, ha kement tra a roe plijadur, o veva er fallentez hag en anvi, dign a gassoni, ha leun a gassoni an eil a‐enep egile.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos