douar teñval evel an noz, e-lec'h m'emañ skeud ar marv hep urzh ebet, hag e-lec'h m'eo ar sklêrijenn evel an noz.
Sant Lucas 1:79 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned evit sklêrijennañ ar re a zo azezet en deñvalijenn hag e skeud ar marv hag evit ren hor c’hammedoù en hent ar peoc’h. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) evit sclerijenna ar re a zo azezet en devalijen hag en skeud ar maro, hag evit bleina hon zreid dre an hent euz ar peoc’h. |
douar teñval evel an noz, e-lec'h m'emañ skeud ar marv hep urzh ebet, hag e-lec'h m'eo ar sklêrijenn evel an noz.
Ra vo tapet gant an deñvalijenn ha gant skeud ar marv, ra vo o chom ar c'hoabr warnañ, ra vo spontet gant duder an deiz-se!
Ar re a oa o chom en deñvalijenn hag e skeud ar marv, a oa dalc'het en glac'har hag en hern,
Tennet en deus anezho eus an deñvalijenn hag eus skeud ar marv, torret en deus o ereoù.
Pa gerzhin zoken e traonienn skeud ar marv, ne'm bo aon rak droug ebet, rak te a zo ganin: da vazh ha da walenn eo am dic'hlac'har.
Lakaat a rin an dalled da gerzhout dre un hent n'anavezont ket, o renin dre wenodennoù dianav dezho, dirazo e trein an deñvalijenn e sklêrijenn, an traoù kamm e traoù eeun; kement-se a rin dezho, ha ne zilezin ket anezho.
evit digeriñ daoulagad an dalled, evit tennañ eus ar prizon ar re zalc'het hag eus an toull-bac'h ar re a zo o chom en deñvalijenn.
Evel-henn e komz an AOTROU, da zasprener, Sant Israel: Me eo an AOTROU da Zoue, a gelenn dit ar pezh a zo mat, hag a ren ac'hanout dre an hent a dleez kerzhout warnañ.
Lavaret en deus: Re nebeut eo dit bezañ va servijer evit adsevel meuriadoù Jakob hag evit distreiñ an nemorant eus Israel, da lakaat a ran evel sklêrijenn ar broadoù, evit degas va silvidigezh betek pennoù an douar.
evit lavarout d'ar re zalc'het: It er-maez! ha d'ar re a zo en deñvalijenn: En em ziskouezit! Peuriñ a raint a-hed an hentoù, hag e kavint pradennoù war an holl grec'hiennoù.
N'o deus ket anavezet hent ar peoc'h, n'eus barnedigezh ebet war o roudennoù, o gwenodennoù a zo deuet kammigellek, ar re holl a gerzh enno n'anavezont ket ar peoc'h.
Liesaet ec'h eus ar vroad, kresket ec'h eus he levenez, laouenaat a reont dirazout, evel ma laouenaer da vare an eost, evel ma youc'her gant levenez o lodennañ an diwisk.
N'o deus ket lavaret: Pelec'h emañ an AOTROU en deus graet deomp pignat kuit eus bro Ejipt, en deus hor renet dre ar gouelec'h, dre ur vro didud ha digompez, dre ur vro kras e skeud ar marv, dre ur vro na dremene den enni ha na oa den o chom e-barzh?
Evel-henn e komz an AOTROU: En em zalc'hit war an hentoù ha sellit, klaskit ar gwenodennoù a-wechall; int eo an hent mat ha kerzhit warnañ, hag e kavot diskuizh d'hoc'h eneoù. Met lavarout a reont: Ne gerzhimp ket warno.
ar bobl azezet en deñvalijenn he deus gwelet ur sklêrijenn vras, hag ar sklêrijenn a zo savet war ar re a oa azezet e bro hag e skeud ar marv.
Me a zo deuet er bed evel ur sklêrijenn, evit na chomo ket en deñvalijenn an neb a gred ennon.
Neuze Jezuz a gomzas c’hoazh dezho hag a lavaras: Me eo sklêrijenn ar bed, an hini a heuilh ac’hanon ne gerzho ket en deñvalijenn, met bez’ en devo sklêrijenn ar vuhez.
Setu aze ar ger en deus kaset da vibien Israel, en ur zisklêriañ dezho Aviel ar peoc’h dre Jezuz-Krist, Aotrou an holl.
da zigeriñ o daoulagad ha d’o lakaat da dremen eus an deñvalijenn d’ar sklêrijenn hag eus galloud Satan da Zoue, evit ma resevint ar pardon eus o fec’hedoù hag un hêrezh e-touez ar re a zo santelaet dre ar feiz ennon.
Rak gwechall e oac’h teñvalijenn, met bremañ oc’h sklêrijenn en Aotrou. Kerzhit eta evel bugale ar sklêrijenn,