O Doue, va roc'h a gavan bod enni! Va skoed hag an nerzh am dieub, va repu uhel ha va minic'hi! Va Salver, te a ziwall ac'hanon diouzh ar feulster.
Sant Lucas 1:69 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned dre m’en deus savet deomp ur c’horn a Silividigezh e tiegezh David e servijer, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) ha ma hen deuz savet evidomp eur Zalver galloudus, euz a di David he zervicher; |
O Doue, va roc'h a gavan bod enni! Va skoed hag an nerzh am dieub, va repu uhel ha va minic'hi! Va Salver, te a ziwall ac'hanon diouzh ar feulster.
Ra vo meuraet da anv da viken, ra vo lavaret: AOTROU an armeoù eo Doue Israel! Ha ra vo ti David da servijer startaet dirazout!
Koulskoude ne rogin ket an holl rouantelezh, met ur meuriad a roin da'z mab, abalamour da Zavid va servijer, hag abalamour da Jeruzalem am eus dibabet.
En deiz-se e lakain ur c'horn da vountañ da di Israel, hag e tigorin dit da c'henoù en o zouez, hag e ouezint ez on me an AOTROU.
En amzer-se ec'h adsavin tabernakl David a zo kouezhet, aozañ a rin ar freuzoù ha sevel an diskaroù, hag ec'h adsavin anezhañ evel ma oa en deizioù a-wechall,
Benniget ra vo ren David hon tad, a zeu en anv an Aotrou! Hozanna el lec’hioù uhel meurbet!
Me Jezuz, am eus kaset va ael evit rentañ deoc’h testeni eus an traoù-mañ en Ilizoù. Me eo gwrizienn ha lignez David, steredenn lugernus ar beure.
Neuze Anna a bedas hag a lavaras: Va c'halon a laouena en AOTROU , va c'horn a zo savet gant an AOTROU , va genoù a zigor a-enep va enebourien, dre ma'z on laouen ez silvidigezh.
Enebourien an AOTROU a vo bruzunet, eus an neñvoù e ra kurunoù warno. An AOTROU a varno ar pennoù pellañ eus an douar, reiñ a raio nerzh d'e roue, hag e savo korn e olevad.