26 Ra vo meuraet da anv da viken, ra vo lavaret: AOTROU an armeoù eo Doue Israel! Ha ra vo ti David da servijer startaet dirazout!
Hag Abraham a lavaras da Zoue: Ra c'hello Ismael bevañ dirazout!
Ha bremañ, AOTROU Doue, seven evit biken ar gomz ac'h eus disklêriet diwar-benn da servijer hag e di, ha gra evel ma ec'h eus lavaret.
En amzer ma vez kinniget an donezon, ar profed Elia a dostaas hag a lavaras: AOTROU, Doue Abraham, Izaak hag Israel! Ra vo anavezet hiziv ez out Doue en Israel hag ez on da servijer, hag ez eo dre da gomz em eus graet an holl draoù-mañ.
Selaou, AOTROU, selaou! Ra ouezo ar bobl-mañ ez eo te, AOTROU, hag a zo Doue, hag ez te hag a zistro o c'halon en-dro.
N'eo ket deomp-ni, AOTROU, n'eo ket deomp-ni, met da'z anv ro gloar, abalamour da'z madelezh, abalamour da'z kwirionez.
Ro c'hoazh deizioù war zeizioù ar roue, ha ra vo e vloavezhioù a oad da oad!
Touet em eus ur wech dre va santelezh, ne lavarin gaou ebet da Zavid.
C’hwi eta, pedit evel-henn: Hon Tad hag a zo en neñv, ra vo santelaet da anv,
Tad, ro gloar da’z anv! Neuze e teuas ur vouezh eus an neñv: Ha roet em eus gloar dezhañ, hag e roin gloar dezhañ c’hoazh.