2 Samuel 7:27 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned27 Rak te da-unan, AOTROU an armeoù Doue Israel, te ac'h eus disklêriet an traoù-se da'z servijer o lavarout: Me a savo dit un ti! Setu perak da servijer en deus kavet an hardizhegezh d'ober dit ar bedenn-mañ. Ver Capítulo |
Mar sentez ouzhin e kement a c'hourc'hemennin dit, ma kerzhez em hentoù, ma rez kement a zo reizh dirak va daoulagad, en ur virout va reolennoù ha va gourc'hemennoù evel m'en deus graet David va servijer, me a vo ganit, hag e savin dit un ti padus evel ma em eus savet unan da Zavid, hag e roin dit Israel.
Da'm meno, ret eo din reiñ da anavezout kement-se dit ha lavarout dit: Pren anezhi dirak ar re a zo azezet amañ ha dirak henaourien va fobl; ma fell dit he frenañ, pren anezhi, ha ma ne fell ket dit he frenañ, disklêr din evit ma ouezin, rak n'eus nemedout a c'hellfe dasprenañ, ha me a c'hell war da lerc'h. Hag e respontas: Me a breno.