Ene an didalvez ne ra nemet c'hoantaat ha n'en deus netra, met ene ar re oberiant en devo e walc'h.
Levr Rud 2:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lavaret he deus: Va lezit da dañvouezañ me ho ped, da zastum un tammig e-touez an dremmen war-lerc'h ar vederien. Deuet eo hag eo bet en he sav abaoe beure betek bremañ, ha n'he deus diskuizhet nemet ur pennad en ti. |
Ene an didalvez ne ra nemet c'hoantaat ha n'en deus netra, met ene ar re oberiant en devo e walc'h.
Ha gwelet ec'h eus un den ampart en e labour? Bez' e vo e servij ar rouaned, ne vo ket e servij an dud dister.
Kement a gav da zorn d'ober, gra-eñ hervez da c'halloud, rak n'eus na labour, na soñj, na anaoudegezh, na furnez e lec'h ar marv m'emaout o vont.
N’en em skuizhomp ket oc’h ober ar mad, rak e vedimp en amzer dereat, ma n’en em zistardomp ket.
Rud, ar plac'h eus Moab, a lavaras da Naomi: Lez ac'hanon da vont d'ar parkeier ha da zastum tañvouez war-lerc'h an hini a gavfen trugarez ouzh e zaoulagad. Hi a lavaras: Kae va merc'h!
Ha Rud, ar plac'h eus Moab, a lavaras: Lavaret en deus ivez din: Chom e-kichen va faotred yaouank, betek ma vo echu va holl eost.
Ar servijer karget eus ar vederien a respontas: Ur vaouez yaouank eus Moab eo, deuet eo gant Naomi eus maezioù Moab.
Boaz a lavaras da Rud: Selaou va merc'h, n'a ket da dañvouezañ en ur park all, ha na bella ket zoken ac'hann, met chom amañ gant va mitizhien.