21 Ha Rud, ar plac'h eus Moab, a lavaras: Lavaret en deus ivez din: Chom e-kichen va faotred yaouank, betek ma vo echu va holl eost.
Naomi a lavaras d'he merc'h-kaer: Ra vo benniget gant an AOTROU, a ziskouez an hevelep trugarez e-keñver ar re vev hag e-keñver ar re varv! Naomi a lavaras ivez: An den-mañ a zo kar deomp, hag emañ eus ar re o deus warnomp an droed a zaspren.
Naomi a lavaras da Rud he merc'h-kaer: Va merc'h, mat eo dit mont er-maez gant e vitizhien, ha ma ne vi ket kavet en ur park all.