Ha Rud a lavaras: Na zoug ket ac'hanon da'z lezel, evit pellaat diouzhit, rak el lec'h ma'z i ez in, el lec'h ma chomi e chomin, da bobl a vo va fobl, ha da Zoue a vo va Doue,
Hag e kerzhjont o-div betek ma en em gavjont e Betlehem. Evel ma'z aent e-barzh Betlehem, ar gêr a-bezh a voe strafuilhet en abeg dezho, hag e voe lavaret: Ha n'eo ket Naomi?
Lavaret he deus: Va lezit da dañvouezañ me ho ped, da zastum un tammig e-touez an dremmen war-lerc'h ar vederien. Deuet eo hag eo bet en he sav abaoe beure betek bremañ, ha n'he deus diskuizhet nemet ur pennad en ti.