Met e servijerien a dostaas hag a lavaras dezhañ: Va zad, mar en defe ar profed lavaret dit un dra diaes, na'z pefe ket graet? Pegement muioc'h pa lavar dit: En em walc'h hag e vi glan.
Ha setu, e tegasjont dezhañ un den seizet gourvezet war ur gwele. Jezuz, o welout o feiz, a lavaras d’an den seizet: Mab, kemer fiziañs, da bec’hedoù a zo pardonet dit.
Jezuz, o vezañ distroet hag o sellout outi, a lavaras: Merc’h, kemer fiziañs, da feiz he deus da yac’haet. Hag ar wreg a voe yac’haet adalek an eur-se.
A-hend-all, breudeur, kement a zo gwirion, kement a zo onest, kement a zo reizh, kement a zo glan, kement a zo karantezus, kement a zo a vrud vat, hag a zo ennañ ur vertuz bennak hag a zo dellezek a veuleudi, ra zalc’ho an holl draoù-se en ho soñjoù.
Lavaret he deus: Va lezit da dañvouezañ me ho ped, da zastum un tammig e-touez an dremmen war-lerc'h ar vederien. Deuet eo hag eo bet en he sav abaoe beure betek bremañ, ha n'he deus diskuizhet nemet ur pennad en ti.
Sell ouzh ar park a vez medet, ha kae war o lerc'h. Difennet em eus ouzh va servijerien da stekiñ ouzhit. Ma ec'h eus sec'hed, kae da evañ d'al listri eus ar pezh o devo tennet ar baotred yaouank.
An AOTROU a c'halvas c'hoazh Samuel, ha Samuel a savas hag a yeas da gavout Eli, hag e lavaras: Setu-me amañ, rak va galvet ec'h eus. Hag e lavaras: Va mab, ne'm eus ket da c'halvet, kae da c'hourvez.