Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Levr Rud 2:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Sell ouzh ar park a vez medet, ha kae war o lerc'h. Difennet em eus ouzh va servijerien da stekiñ ouzhit. Ma ec'h eus sec'hed, kae da evañ d'al listri eus ar pezh o devo tennet ar baotred yaouank.

Ver Capítulo Copiar




Levr Rud 2:9
11 Referencias Cruzadas  

Doue a lavaras dezhañ en un huñvre: Gouzout a ran ec'h eus graet kement-se en eeunded da galon, setu perak em eus da harzet da bec'hiñ a-enep din. Setu perak n'em eus ket da lezet da stekiñ outi.


Ho pet truez ouzhin! Ho pet truez ouzhin, va mignoned! Rak skoet on bet gant dorn Doue.


o lavarout: Na stokit ket ouzh va olevidi, na rit ket a zroug da'm frofeded!


Evel-se eo evit an hini a ya etrezek gwreg e nesañ, piv bennak a stok outi ne vo ket didamall.


Ha piv bennak a roio ur werennad dour fresk hepken da unan eus ar re vihan-se abalamour ma’z eo va diskibl, en lavaran deoc’h e gwirionez, ne gollo ket e c’hopr.


Diwar-benn an traoù hoc’h eus skrivet din, mat eo d’an den chom hep stekiñ ouzh gwreg ebet.


Gouzout a reomp penaos piv bennak a zo ganet a Zoue ne bec’h ket; met an hini a zo ganet a Zoue en em vir e-unan hag an droug ne stok ket ennañ.


Neuze e kouezhas war he dremm, e stouas d'an douar hag e lavaras: Penaos em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, ma taolez evezh ouzhin-me, un estrañjourez?


Boaz a lavaras da Rud: Selaou va merc'h, n'a ket da dañvouezañ en ur park all, ha na bella ket zoken ac'hann, met chom amañ gant va mitizhien.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos