Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Levr Rud 2:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Neuze e kouezhas war he dremm, e stouas d'an douar hag e lavaras: Penaos em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, ma taolez evezh ouzhin-me, un estrañjourez?

Ver Capítulo Copiar




Levr Rud 2:10
19 Referencias Cruzadas  

Sevel a reas e zaoulagad hag e sellas: setu, tri den a oa en o sav dirazañ. Adalek ma o gwelas, e redas a-raok dezho eus toull-dor e deltenn hag e stouas d'an douar.


Petra bennak ma n'eo an holl re eus ti va zad nemet tud dellezek a varv a-berzh ar roue va aotrou, koulskoude ec'h eus lakaet da servijer e-touez ar re a zebre ouzh da daol. Peseurt droed em befe c'hoazh da glemm e-kichen ar roue?


Neuze ar roue David a yeas d'en em zerc'hel dirak an AOTROU, hag a lavaras: Piv ez on, Aotrou AOTROU? Ha petra eo va zi ma ec'h eus va degaset betek amañ?


Hag e stouas en ur lavarout: Petra eo da servijer, ma ec'h eus sellet ouzh ur c'hi marv eveldon?


An diavaeziad a zo o chom en ho touez a vo evel un henvroad, hag e karot anezhañ rak diavaezidi oc’h bet e bro Ejipt. Me eo an AOTROU ho Toue.


Rak naon am eus bet ha roet hoc’h eus din da zebriñ; sec’hed am eus bet ha roet hoc’h eus din da evañ; diavaeziad on bet ha va degemeret hoc’h eus;


A-belec’h e teu kement-mañ din, ma teu mamm va Aotrou etrezek ennon?


abalamour m’en deus sellet ouzh izelded e servijerez. Ha setu, diwar vremañ e vin galvet eürus gant an holl rummadoù,


E-keñver ar garantez a vreur, bezit leun a deneridigezh an eil evit egile. En em ziaraogit oc’h en em enoriñ an eil egile.


Boaz a respontas dezhi: Kement ac'h eus graet da'z mamm-gaer abaoe marv da bried a zo bet disklêriet din, penaos ac'h eus lezet da dad, da vamm ha da vro c'henidik, evit dont war-zu ur bobl n'anavezes ket diagent.


Hi a lavaras: Va aotrou, kavet em eus trugarez dirak da zaoulagad, rak frealzet ec'h eus ac'hanon, ha komzet ec'h eus hervez kalon da servijerez, petra bennak ma n'on ket evel unan eus da servijerezed.


Neuze he mamm-gaer a lavaras dezhi: Pelec'h ec'h eus tañvouezet hiziv, ha pelec'h ec'h eus labouret? Ra vo benniget an hini en deus taolet evezh ouzhit! Hag e tisklêrias d'he mamm-gaer e ti piv he doa labouret, hag e lavaras: An den e ti piv em eus labouret hiziv a zo anvet Boaz.


Rud, ar plac'h eus Moab, a lavaras da Naomi: Lez ac'hanon da vont d'ar parkeier ha da zastum tañvouez war-lerc'h an hini a gavfen trugarez ouzh e zaoulagad. Hi a lavaras: Kae va merc'h!


Sell ouzh ar park a vez medet, ha kae war o lerc'h. Difennet em eus ouzh va servijerien da stekiñ ouzhit. Ma ec'h eus sec'hed, kae da evañ d'al listri eus ar pezh o devo tennet ar baotred yaouank.


Pa welas Abigail eta David, e hastas diskenn diwar hec'h azen d'en em deurel war he dremm dirak David, hag e stouas d'an douar.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos