Leviegezh 7:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En holl lec’hioù ma viot o chom, ne zebrot gwad ebet, nag eus ul labous, nag eus ul loen all. |
Ober a ri an hevelep tra eus da oc'hen hag eus da zeñved. O c’hentañ-ganet a vi seizh devezh gant o mamm, d'an eizhvet deiz e roi anezhañ din.
Setu perak e lavari dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Debriñ a rit gant ar gwad, sevel a rit ho taoulagad etrezek an idoloù, skuilhañ a rit ar gwad, hag e perc'hennfec'h ar vro?
Setu evidoc’h ur reolenn beurbadus a rummadoù da rummadoù, en hoc’h holl chomlec’hioù: ne zebrot na lard na gwad.
An hini a zebro lard al loened a zo kinniget evel profoù graet dre an tan d’an AOTROU, an den-se a vo lamet eus e bobl.
Neuze Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, ma ne zebrit ket kig Mab an den ha ma n’evit ket e wad, n’hoc’h eus ket ar vuhez ennoc’h hoc’h-unan.
met skrivañ dezho en em virout diouzh pep saotr an idoloù, diouzh ar c’hadaliezh, diouzh al loened mouget ha diouzh ar gwad.
da lavarout eo, m’en em virot diouzh ar pezh a zo bet aberzhet d’an idoloù, diouzh ar gwad, diouzh ar pezh a zo bet mouget ha diouzh ar c’hadaliezh. Mat a reot diwall diouzh an traoù-se. Yec’hed deoc’h!
Ennañ hon eus an dasprenadur dre e wad, ar pardon eus ar pec’hedoù, hervez pinvidigezhioù e c’hras
Koulskoude e vi sur na zebri ket ar gwad, rak ar gwad eo an ene, ha ne zebri ket an ene gant ar c'hig.
Rak kement en deus Doue krouet a zo mat ha netra na dle bezañ taolet kuit, pa o c’hemer gant trugarez,