Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 19:26 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

26 Ne zebrot netra gant gwad. Ne rit na achanterezh na divinerezh.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 19:26
22 Referencias Cruzadas  

An dra-se, ha n'eo ket ennañ ec'h ev va mestr ha n'eo ket gantañ e tivin? Graet hoc'h eus un dra fall.


Hogen, ne zebrot ket ur c'hig gant e ene, e wad.


Lakaet o doa o mibien hag o merc'hed da dremen dre an tan. En em roet e oant d'an divinerezh ha d'an achanterezh, hag en em werzhet d'ober ar pezh a zo fall dirak daoulagad an AOTROU evit e gounnariñ.


Lakaat a reas e vab da dremen dre an tan. Ober a rae hudsteredouriezh hag achanterezh, hag e c'houlennatae speredoù hag igromañserezed. Ober a reas ar pezh a zo fall-kenañ dirak daoulagad an AOTROU evit e gounnariñ.


Lakaat a reas e vibien da dremen dre an tan e traonienn mab Hinnon. Ober a rae hudsteredouriezh, achanterezh, strobinelloù, hag e c'houlennatae speredoù ha sorserien. Ober a reas ar pezh a zo fall-kenañ dirak daoulagad an AOTROU evit e gounnariñ.


Met Faraon a c'halvas ivez ar re fur hag ar sorserien; ha strobinellerien an Ejipt a reas an hevelep traoù dre o strobinelloù.


Met ar strobinellerien a reas an hevelep traoù dre o strobinelloù, o lakaat raned da bignat war vro Ejipt.


Evel-henn e komz an AOTROU: Na zeskit ket hent ar broadoù, n'ho pet ket aon rak arouezioù an neñvoù evel ma o deus aon ar broadoù razo.


Ar Galdeiz a respontas d'ar roue o lavarout: N'eus den war an douar a c'hellfe diskuliañ ar pezh a c'houlenn ar roue, rak biskoazh ur roue, pegen bras ha galloudus e vefe, n'en deus goulennet un dra evel-se digant hudourien, steredourien, pe Kaldeiz ebet.


D’ar pempvet bloaz e tebrot ar frouezh anezho, hag e kresko deoc’h ar c’hementad dastumet. Me eo an AOTROU ho Toue.


Setu evidoc’h ur reolenn beurbadus a rummadoù da rummadoù, en hoc’h holl chomlec’hioù: ne zebrot na lard na gwad.


En holl lec’hioù ma viot o chom, ne zebrot gwad ebet, nag eus ul labous, nag eus ul loen all.


Hag e tostain ouzhoc'h evit ar varnedigezh, hag ec'h hastin testeniañ a-enep ar sorserien, a-enep an avoultrerien, a-enep ar re a dou e gaou, ar re a zalc'h gopr al labourer, a wask an intañvez hag an emzivad, a noaz d'an diavaeziad, ha na zouj ket ac'hanon, eme AOTROU an armeoù.


met skrivañ dezho en em virout diouzh pep saotr an idoloù, diouzh ar c’hadaliezh, diouzh al loened mouget ha diouzh ar gwad.


Nemet ne zebrot ket ar gwad, en skuilhot war an douar evel dour.


Koulskoude e vi sur na zebri ket ar gwad, rak ar gwad eo an ene, ha ne zebri ket an ene gant ar c'hig.


Nemet ne zebri ket ar gwad, en skuilhi war an douar evel dour.


Hag ar bobl en em daolas war ar preizh, hag e kemerjont deñved, ejened, leueoù, hag o lazhjont war an douar. Hag ar bobl o debras gant ar gwad.


Hag e voe degemennet da Saül o lavarout: Setu, emañ ar bobl o pec'hiñ a-enep an AOTROU , o tebriñ gant gwad. Hag e lavaras: Pec'het hoc'h eus, ruilhit betek ennon raktal ur maen bras.


An disentidigezh a zo evel pec'hed an divinerezh, an aheurterezh a zo evel an direizhder hag an idolerezh. Dre ma ec'h eus taolet kuit komz an AOTROU , eñ ivez en deus da daolet kuit evel roue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos