Bez' e voe ivez un niver bras a loskaberzhoù, gant lardoù an aberzhoù a drugarekadennoù, ha gant evadkinnigoù al loskaberzhoù. Evel-se servij ti an AOTROU a voe adsavet.
Hag e lavarjont dezho: Kit, debrit kig lart hag evit traoù dous, kasit lodennoù d'ar re n'o deus aozet netra, rak an deiz-mañ a zo santelaet d'hon Aotrou; na vezit ket eta glac'haret, rak levenez an AOTROU eo ho nerzh.
E teltenn an engalv, diavaez ar ouel a zo dirak an Testeni, Aaron hag e vibien a ficho anezhañ adalek an abardaez betek ar beure dirak an AOTROU . Ur reolenn beurbadus eo a rummadoù da rummadoù, a vo miret gant mibien Israel.
Aaron hag e vibien a vo gwisket ganto pa'z aint e teltenn an engalv, pe pa dostaint ouzh an aoter evit ober servij el lec'h santel, ha ne vint ket kablus ha ne varvint ket. Ur gourc'hemenn peurbadus eo evitañ hag evit e ziskennidi war e lerc'h.
Setu perak e lavari dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Debriñ a rit gant ar gwad, sevel a rit ho taoulagad etrezek an idoloù, skuilhañ a rit ar gwad, hag e perc'hennfec'h ar vro?
Met an aberzhourien Levited, mibien Zadok, o deus miret servij va santual, pa o deus diheñchet diouzhin mibien Israel, int a dostaio ouzhin evit va servijañ hag en em zalc'ho dirazon evit kinnig din lard ha gwad, eme an Aotrou AOTROU.
Lakaet hoc'h eus mibien an diavaezidi, tud diamdroc'h a galon ha diamdroc'h a gig, da zont e-barzh va santual ha da saotrañ va zi, kinniget hoc'h eus va bara, al lard hag ar gwad, torret hoc'h eus va emglev gant hoc'h holl euzhusterioù.
Degas a raint ar skoaz savet hag ar bruched hejet gant ar prof a lard graet dre an tan, evit hejañ anezho evel ur prof dirak an AOTROU. Kement-se a vo dit ha da’z mibien ganit hervez ur reolenn peurbadus, evel m’en deus gourc’hemennet an AOTROU.
Ne evi na gwin na evaj mezvus ebet, te ha da vibien ganit, pa’z eot e-barzh teltenn an engalv, gant aon na varvfec’h. Ur reolenn beurbadus eo a rummadoù da rummadoù,
Setu evidoc’h ur reolenn beurbadus: d’ar seizhvet miz, d’an dekvet deiz eus ar miz, ec’h izelaiot hoc’h eneoù, ne reot labour ebet, nag an henvroad nag an diavaeziad a chom en ho touez.
Kement-mañ a vo evidoc’h ur reolenn beurbadus, graet e vo an dic’haou evit mibien Israel abalamour d’o holl bec’hedoù ur wech ar bloaz. Graet e voe evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.
Ne zebrot na bara na tañvouezennoù rostet pe friket betek an deiz-se, betek ma tegasot ar prof d’ho Toue. Ur reolenn beurbadus eo evidoc’h a rummadoù da rummadoù, en hoc’h holl chomlec’hioù.
Er memes deiz-mañ ec’h embannot e vo ur c’hengalv santel; ne reot labour-mevel ebet. Ur reolenn beurbadus e vo evidoc’h a rummadoù da rummadoù, en hoc’h holl chomlec’hioù.
Er-maez eus ar ouel a zo dirak an Testeni, e teltenn an engalv, e ficho anezhañ Aaron adalek an abardaez betek ar beure, dirak an AOTROU, dalc’hmat. Ur reolenn beurbadus eo evidoc’h a rummadoù da rummadoù.
Bez’ e vint evit Aaron hag e vibien, hag o debriñ a raint el lec’h santel, rak e vo un dra santel-meurbet e-touez ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU. Ur reolenn beurbadus eo.
An aberzhour a gemero un dornad flour bleud gant eoul ha gant an holl ezañs a zo war an donezon, hag e lakaio kement-se da vogediñ war an aoter, ur c’hwezh dudius, un eñvor d’an AOTROU.
Pep paotr e-touez mibien Aaron a zebro dioutañ. Ur reolenn beurbadus eo a rummadoù da rummadoù diwar-benn ar profoù graet dre an tan d’an AOTROU. Piv bennak a stoko outo a vo santelaet.
rak ar bruched hejet hag ar skoaz savet a gemerin diwar aberzhoù a drugarekadennoù mibien Israel, hag e roin anezho d’an aberzhour Aaron ha d’e vibien hervez ur reolenn beurbadus a-berzh mibien Israel.
Kement-se eo ar pezh en deus gourc’hemennet an AOTROU da vibien Israel da reiñ dezho adalek deiz o oleviadur. Ur reolenn beurbadus eo a rummadoù da rummadoù.
Ur reolenn beurbadus e vo evito. An hini a raio sparfadur eus an dour a zisparti a ganno e zilhad, hag an hini a stoko ouzh an dour a zisparti a vo dic'hlan betek an noz.
Neuze Jezuz a lavaras d’e ziskibien: Mar fell da unan bennak dont war va lerc’h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz ha ra heulio ac’hanon.
da lavarout eo, m’en em virot diouzh ar pezh a zo bet aberzhet d’an idoloù, diouzh ar gwad, diouzh ar pezh a zo bet mouget ha diouzh ar c’hadaliezh. Mat a reot diwall diouzh an traoù-se. Yec’hed deoc’h!