Hag o c'hemeri eus o daouarn hag o lakai da vogediñ war an aoter, war al loskaberzh; ur c'hwezh dudius dirak an AOTROU eo, ur prof graet dre an tan d'an AOTROU .
An hini a stoko ouzh un dra bennak dic’hlan, ouzh dic’hlander un den, ouzh ul loen dic’hlan pe ouzh un euzhenn bennak dic’hlan, hag a zebro eus kig an aberzh a drugarekadennoù a zo d’an AOTROU, a vo lamet eus e bobl.