Setu perak e lavari dezho: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Debriñ a rit gant ar gwad, sevel a rit ho taoulagad etrezek an idoloù, skuilhañ a rit ar gwad, hag e perc'hennfec'h ar vro?
Neuze Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc’h, ma ne zebrit ket kig Mab an den ha ma n’evit ket e wad, n’hoc’h eus ket ar vuhez ennoc’h hoc’h-unan.
da lavarout eo, m’en em virot diouzh ar pezh a zo bet aberzhet d’an idoloù, diouzh ar gwad, diouzh ar pezh a zo bet mouget ha diouzh ar c’hadaliezh. Mat a reot diwall diouzh an traoù-se. Yec’hed deoc’h!