Met deviñ a ri en tan, er-maez eus ar c'hamp, kig ar c'hole, e groc'hen hag e fank. Un aberzh eo evit ar pec'hed.
Leviegezh 4:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ar c’hole a-bezh, a gaso er-maez eus ar c’hamp d’ul lec’h glan, ma vez taolet ennañ al ludu, hag e tevo anezhañ war ar c’hoad en tan; devet e vo war ar bern ludu. |
Met deviñ a ri en tan, er-maez eus ar c'hamp, kig ar c'hole, e groc'hen hag e fank. Un aberzh eo evit ar pec'hed.
Hag e kemeri ar c'hole evit an aberzh-dic'haouiñ, hag e vo devet el lec'h lakaet a-du evit-se en ti, er-maez eus ar santual.
E keit hag en devo ar gouli, e vo dic’hlan. Dic’hlan eo, chom a raio e-unan, e chomlec’h a vo er-maez eus ar c’hamp.
Kaset e vo er-maez eus ar c’hamp ar c’hole evit an aberzh-dic’haouiñ hag ar bouc’h evit an aberzh-dic’haouiñ, a oa bet degaset o gwad el lec’h santel evit ober an dic’haou; o c’hrec’hin, o c’hig hag o fank a vo devet en tan.
Degaset a raio ar c’hole er-maez eus ar c’hamp, hag e tevo anezhañ evel m’en deus devet ar c’hole kentañ. Un aberzh-dic’haouiñ e vo evit ar vodadenn.
Met aberzh-dic’haouiñ ebet, a vo kaset gwad diouto e-barzh teltenn an engalv evit ober dic’haou el lec’h santel, ne vo debret; devet e vo en tan.
mar en deus pec’het evel-se, e vo kablus, hag e rento an dra laeret gantañ, pe ar pezh en deus kemeret dre douell, pe ar pezh a zo bet fiziet ennañ, pe an dra gollet en deus kavet,
Met ar c’hole, e groc’hen, e gig hag e fank a zevas en tan er-maez eus ar c’hamp, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.
An AOTROU a lavaras da Voizez: An den-se a vo lakaet d'ar marv; ra veinataio anezhañ an holl vodadenn er-maez eus ar c'hamp.
He reiñ a reot da Eleazar an aberzhour, a gaso anezhi er-maez eus ar c'hamp, hag e vo lazhet dirazañ.
Devet e vo ar vuoc'h dirak e zaoulagad, devet e vo he c'hroc'hen, he c'hig, he gwad, he fank.
O c'has a reot kuit, gwaz pe gwreg, o c'has a reot er-maez eus ar c'hamp, evit na saotrint ket ar c'hamp m'emaon o chom ennañ.
Korfoù al loened a zo douget o gwad er santual gant ar beleg-meur evit ar pec’hed, a zo devet er-maez eus ar c’hamp.