11 Kroc’hen ar c’hole, e holl gig, e benn, e zivhar, e vouzelloù hag e fank,
Pellaet en deus diouzhimp hon direizhder, kement ha ma emañ ar sav-heol pell diouzh ar c'huzh-heol.
Met deviñ a ri en tan, er-maez eus ar c'hamp, kig ar c'hole, e groc'hen hag e fank. Un aberzh eo evit ar pec'hed.
Kaset e vo er-maez eus ar c’hamp ar c’hole evit an aberzh-dic’haouiñ hag ar bouc’h evit an aberzh-dic’haouiñ, a oa bet degaset o gwad el lec’h santel evit ober an dic’haou; o c’hrec’hin, o c’hig hag o fank a vo devet en tan.
evel ma’z int savet eus ar c’hole en aberzh a drugarekadennoù, hag an aberzhour o lakaio da vogediñ war aoter al loskaberzhoù.
Degaset a raio ar c’hole er-maez eus ar c’hamp, hag e tevo anezhañ evel m’en deus devet ar c’hole kentañ. Un aberzh-dic’haouiñ e vo evit ar vodadenn.
Met aberzh-dic’haouiñ ebet, a vo kaset gwad diouto e-barzh teltenn an engalv evit ober dic’haou el lec’h santel, ne vo debret; devet e vo en tan.
He reiñ a reot da Eleazar an aberzhour, a gaso anezhi er-maez eus ar c'hamp, hag e vo lazhet dirazañ.
Devet e vo ar vuoc'h dirak e zaoulagad, devet e vo he c'hroc'hen, he c'hig, he gwad, he fank.