Kaset e vo er-maez eus ar c’hamp ar c’hole evit an aberzh-dic’haouiñ hag ar bouc’h evit an aberzh-dic’haouiñ, a oa bet degaset o gwad el lec’h santel evit ober an dic’haou; o c’hrec’hin, o c’hig hag o fank a vo devet en tan.
ar c’hole a-bezh, a gaso er-maez eus ar c’hamp d’ul lec’h glan, ma vez taolet ennañ al ludu, hag e tevo anezhañ war ar c’hoad en tan; devet e vo war ar bern ludu.
Un den glan a zastumo ludu ar vuoc'h hag en taolo er-maez eus ar c'hamp en ul lec'h glan. Miret e vo evit bodadenn mibien Israel, evit ober dour a zisparti. Ur c’hlanidigezh eus ar pec'hed e vo.
Nadab hag Abihu a varvas dirak an AOTROU pa ginnigjont un tan estren dirak an AOTROU e gouelec'h Sinai; n'o doa ket a vibien. Eleazar hag Itamar a servijas evel aberzhourien gant Aaron o zad.