Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Niveroù 5:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 O c'has a reot kuit, gwaz pe gwreg, o c'has a reot er-maez eus ar c'hamp, evit na saotrint ket ar c'hamp m'emaon o chom ennañ.

Ver Capítulo Copiar




Niveroù 5:3
23 Referencias Cruzadas  

Lakaet e voe ur goloadur sedrez a-us d'ar c'hambroù a oa war ar peulioù, pemp ha daou-ugent anezho, pemzek dre bep renkad.


Kirri Doue a zo niveret dre ugent mil, dre vilieroù azdoublet. Emañ an AOTROU en o c'hreiz, ar Sinai a zo er santual.


Hag e raint din ur santual, hag e chomin en o zouez.


Hag e chomin e-touez mibien Israel, hag e vin o Doue.


Youc'h ha kan a levenez, te hag a zo o chom e Sion! Rak bras ez kreiz eo Sant Israel.


An hini en em c’hlana a ganno e zilhad, a douzo e vlev, en em walc’ho en dour, hag e vo glan. Goude ez aio er c’hamp met e chomo e-pad seizh devezh er-maez eus e deltenn.


Evel-se e tispartiot mibien Israel diouzh o dic’hlanderioù, evit na varvint ket abalamour d’o dic’hlanderioù en ur saotrañ va zabernakl a zo en o c’hreiz.


En em zastum a rejont a-enep Moizez hag a-enep Aaron hag e lavarjont: A-walc'h kement-se! Holl re ar vodadenn a zo santel, hag an AOTROU a zo en o c'hreiz. Perak en em uhelait dreist bodadenn an AOTROU?


Kement tra a vo stoket gant un den dic'hlan a vo dic'hlan, hag an hini a stoko outañ a vo dic'hlan betek an noz.


Ne saotrot ket ar vro emaoc'h o vont da chom enni hag e vin o chom e-barzh. Me eo an AOTROU a zo o chom e-touez mibien Israel.


Mibien Israel a reas evel-se hag e kasjont anezho er-maez eus ar c'hamp, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU da Voizez; evel-se e reas mibien Israel.


Rak an AOTROU da Zoue a gerzh e-kreiz da gamp evit da zieubiñ hag evit reiñ da enebourien dit; ra vo da gamp eta santel, gant aon na welfe ennout un dra bennak dic'hlan ha na zistroio diouzhit.


Ne zaskori ket d'e vestr ur sklav a vo aet da repuiñ davedout digant e vestr.


Breudeur, gourc’hemenn a reomp deoc’h en anv hon Aotrou Jezuz-Krist da bellaat diouzh pep breur a vev en dizurzh ha nann hervez ar gelennadurezh hoc’h eus bet diganeomp.


Pella diouzhit an den a zegas an dizunvaniezh, goude bezañ e gemennet ur wech kentañ hag un eil gwech,


Ne d-aio e-barzh netra hudur, nag hini eus ar re en em ro d’an euzhusted ha d’ar gaou, met hepken ar re a zo skrivet o anvioù e levr a vuhez an Oan.


Klevout a ris ur vouezh kreñv o tont eus an neñv a lavare: Setu, emañ tabernakl Doue e-touez an dud. Eñ a chomo ganto, int a vo e bobl, ha Doue e-unan a vo en o zouez, bez’ e vo o Doue.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos