An hini en em c’hlana a ganno e zilhad, a douzo e vlev, en em walc’ho en dour, hag e vo glan. Goude ez aio er c’hamp met e chomo e-pad seizh devezh er-maez eus e deltenn.
An AOTROU a lavaras da Voizez: Mar en dije he zad krañchet ouzh he dremm, ha ne vije ket goloet a vezh e-pad seizh devezh? Ra vo klozet e-pad seizh devezh er-maez eus ar c'hamp, ha goude-se e vo degemeret ennañ.
C'hwi a gampo er-maez eus ar c'hamp e-pad seizh devezh. Kement hini en deus lazhet unan bennak ha kement hini en deus stoket ouzh unan bennak lazhet, ra en em c'hlanaio d'an trede deiz ha d'ar seizhvet deiz, eñ hag e brizonidi.