Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 4:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Degaset a raio ar c’hole er-maez eus ar c’hamp, hag e tevo anezhañ evel m’en deus devet ar c’hole kentañ. Un aberzh-dic’haouiñ e vo evit ar vodadenn.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 4:21
18 Referencias Cruzadas  

Ar re a oa distroet eus ar sklaverezh, mibien ar re a zo bet harluet, a ginnigas loskaberzhoù da Zoue Israel, daouzek leueoù evit Israel a-bezh, c'hwezek tourz ha pevar-ugent, seitek oan ha tri-ugent, daouzek bouc'h evel aberzh-dic'haouiñ, holl e loskaberzhoù d'an AOTROU.


Met deviñ a ri en tan, er-maez eus ar c'hamp, kig ar c'hole, e groc'hen hag e fank. Un aberzh eo evit ar pec'hed.


En deiz-se, ar priñs a ginnigo evitañ hag evit holl bobl ar vro ur c'hole evel aberzh-dic'haouiñ.


Lazhañ a raio bouc’h an aberzh-dic’haouiñ evit ar bobl, hag e tougo e wad en diabarzh ar ouel. Ober a raio eus e wad evel m’en deus graet eus gwad ar c’hole, e sparfo anezhañ war al lec’h-a-drugarez ha dirak al lec’h-a-drugarez.


Aaron a lakaio e zaouarn war benn ar bouc’h bev hag ec’h anzavo warnañ holl zireizhderioù mibien Israel hag o disentidigezh en o holl bec’hedoù; o lakaat a raio war benn ar bouc’h hag en kaso kuit el lec’h distro gant sikour un den evit-se.


Kaset e vo er-maez eus ar c’hamp ar c’hole evit an aberzh-dic’haouiñ hag ar bouc’h evit an aberzh-dic’haouiñ, a oa bet degaset o gwad el lec’h santel evit ober an dic’haou; o c’hrec’hin, o c’hig hag o fank a vo devet en tan.


Mar d-eo holl vodadenn Israel he deus pec’het diratozh ha ma vez kuzhet ouzh daoulagad ar vodadenn, en ur ober a-enep unan eus gourc’hemennoù an AOTROU un dra na dle ket bezañ graet, oc’h en em lakaat kablus,


Ober a raio evit ar c’hole-mañ evel ma vez graet evit ar c’hole-dic’haouiñ; ober a raio er memes doare. Evel-se e raio an aberzhour an dic’haou evito, hag e vo pardonet dezho.


Neuze e tiwisko e wiskamantoù hag e wisko reoù all, hag e kaso al ludu er-maez eus ar c’hamp d’ul lec’h glan.


Pep donezon eus un aberzhour a vo devet en he fezh; ne vo ket debret.


Met ar c’hole, e groc’hen, e gig hag e fank a zevas en tan er-maez eus ar c’hamp, evel m’en doa gourc’hemennet an AOTROU da Voizez.


mard eo an dra graet diratozh, hep m'he defe e welet ar vodadenn, an holl vodadenn a ginnigo ur c'hole evel loskaberzh a c'hwezh dudius, gant an donezon hag an evadkinnig hervez ar reolennoù, hag ur bouc'h evel aberzh-dic'haouiñ.


Evel-se n’eo ket deuet Mab an den evit bezañ servijet, met evit servijañ hag evit reiñ e vuhez e daspren evit kalz.


Rak lakaet eo bet gantañ da vezañ pec’hed abalamour deomp an hini n’en deus ket anavezet ar pec’hed, evit ma teuimp da vezañ reizhder Doue ennañ.


Korfoù al loened a zo douget o gwad er santual gant ar beleg-meur evit ar pec’hed, a zo devet er-maez eus ar c’hamp.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos