Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 4:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

22 Mar d-eo ur penn-bras an hini en deus pec’het, en ur ober diratozh a-enep unan eus gourc’hemennoù an AOTROU e Zoue un dra na dle ket bezañ graet, oc’h en em lakaat kablus,

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 4:22
15 Referencias Cruzadas  

Piv a anavez e bec'hedoù graet dre errol? Pardon din va fec'hedoù kuzhet.


Dibab a-douez ar bobl holl tud barrek o toujañ Doue, tud leal o kasaat ar gounid dizonest, ha laka anezho warno evel renerien a vilieroù, renerien a gantoù, renerien a hanter-kantoù ha renerien a zegoù.


Na lez ket da c'henoù da'z lakaat da bec'hiñ, ha na lavar ket dirak kannad Doue ez eo dre zievezh. Perak e fulorfe Doue en abeg da'z mouezh, hag e tistrujfe oberoù da zaouarn?


Mar d-eo holl vodadenn Israel he deus pec’het diratozh ha ma vez kuzhet ouzh daoulagad ar vodadenn, en ur ober a-enep unan eus gourc’hemennoù an AOTROU un dra na dle ket bezañ graet, oc’h en em lakaat kablus,


Komz da vibien Israel ha lavar: P’en devo pec’het unan bennak diratozh a-enep unan eus gourc’hemennoù an AOTROU, en ur ober un dra na dle ket bezañ graet,


Mar d-eo unan bennak eus ar bobl an hini en deus pec’het diratozh, en ur ober a-enep unan eus gourc’hemennoù an AOTROU un dra na dle ket bezañ graet, oc’h en em lakaat kablus,


Mar en deus pec’het unan bennak en ur ober diratozh a-enep unan eus gourc’hemennoù an AOTROU un dra na dle ket bezañ graet, e vo kablus hag e tougo e zireizhder.


Pa n'ho po ket graet diratozh an holl c'hourc'hemennoù-se en deus roet an AOTROU da Voizez,


mard eo an dra graet diratozh, hep m'he defe e welet ar vodadenn, an holl vodadenn a ginnigo ur c'hole evel loskaberzh a c'hwezh dudius, gant an donezon hag an evadkinnig hervez ar reolennoù, hag ur bouc'h evel aberzh-dic'haouiñ.


hag en em savjont a-enep Moizez gant daou c'hant hag hanter-kant den eus mibien Israel, eus priñsed ar vodadenn a veze galvet d'ar c'huzul, tud a vrud.


Moizez, Eleazar an aberzhour hag holl briñsed ar vodadenn a yeas er-maez eus ar c'hamp, a-ziarbenn dezho.


Mibien Gad ha mibien Ruben a zeuas da gomz ouzh Moizez, ouzh Eleazar an aberzhour hag ouzh priñsed ar vodadenn o lavarout:


lakait kêrioù a vo kêrioù-repuiñ evidoc'h, ma tec'ho enno ar muntrer en devo lazhet unan bennak diratozh.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos