Rak me eo an AOTROU ho Toue; c’hwi en em santelaio hag e viot santel rak me a zo santel. N’en em lakait ket dic’hlan en abeg da hini ebet eus ar stlejviled a ruz war an douar.
Leviegezh 20:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En em santelaat a reot hag e viot santel. Me eo an AOTROU ho Toue. |
Rak me eo an AOTROU ho Toue; c’hwi en em santelaio hag e viot santel rak me a zo santel. N’en em lakait ket dic’hlan en abeg da hini ebet eus ar stlejviled a ruz war an douar.
Rak me eo an AOTROU en deus ho lakaet da bignat eus bro Ejipt evit bezañ ho Toue, hag e viot santel rak me a zo santel.
Komz da holl vodadenn mibien Israel ha lavar: Bezit santel rak me a zo santel, me, an AOTROU ho Toue.
met ne d-aio ket war-zu ar ouel, ne dostaio ket ouzh an aoter, rak ur si a zo ennañ; ne zisakro ket va santualioù. Me eo an AOTROU a santela anezho.
Sellout a ri outo evel santel rak e kinnigont boued da Zoue. Santel e vint evidout rak me a zo santel, me, an AOTROU a santela ac’hanoc’h.
Evel-se en deus hon dibabet ennañ, a-raok krouidigezh ar bed, evit ma vimp santel ha didamall dirazañ er garantez,
Gwiskit eta, evel tud dibabet gant Doue sent ha karet-mat, ur galon a drugarez, a vadelezh, a izelegezh, a zouster, a basianted,
Setu amañ a-dra-sur bolontez Doue: Ra viot santelaet, ra en em diwallot diouzh an hudurniezh,
Jozue a lavaras d'ar bobl: Ne c'hellot ket servijañ an AOTROU , rak un Doue santel eo, un Doue gwarizius eo, ne bardono ket ho torridigezhioù hag ho pec'hedoù.
Jozue a lavaras d'ar bobl: En em santelait, rak warc'hoazh an AOTROU a raio en ho touez traoù burzhudus.