Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 20:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 An hini a yelo etrezek an igromañserien hag ar re a c’halv ar speredoù evit gastaouiñ ganto, e lakain va dremm a-enep an den-se hag e lamin anezhañ a-douez e bobl.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 20:6
17 Referencias Cruzadas  

Rak setu, ar re a bella diouzhit a varvo. Lemel a ri kuit an holl re a zistroio diouzhit.


Ma ne fell ket d'he zad he reiñ dezhañ, e paeo dezhi en arc'hant argouroù ar gwerc'hezed.


Ne lezi ket da vevañ ar sorserez.


Ma lavarer deoc'h: Goulennit kuzul digant ar speredoù hag ar sorserien, digant ar re a guzulik hag a grozmol, lavarit: Ur bobl, ha ned aio ket da gavout e Zoue? Hag eo digant ar re varv e c'houlenno evit ar re vev?


Setu perak evel-henn e komz AOTROU an armeoù, Doue Israel: Setu e troan va dremm a-enep deoc'h evit an droug hag evit lemel holl Juda.


Ho re hag a vo en em dennet o devo soñj ac'hanon e-touez ar broadoù ma vint dalc'het enno, dre ma em bo rannet o c'halon avoultr a zo en em zistroet diouzhin, kenkoulz hag o daoulagad avoultr a zo aet war-lerc'h o idoloù. Heug o devo outo o-unan en abeg d'an droug o devo graet hag en abeg d'o holl euzhusterioù.


Va fobl a c'houlenn kuzul digant he c'hoad, hag he bazh a respont dezhi. Rak ar spered a c'hastaouerezh a goll, hag e c'hastaouont pell diouzh o Doue.


Piv bennak eus ti Israel pe eus an diavaezidi o chom en o zouez, a zebro ur gwad bennak, me a lakaio va dremm a-enep an hini en devo debret gwad, hag e lamin anezhañ a-douez e bobl,


Ne zebrot netra gant gwad. Ne rit na achanterezh na divinerezh.


N’it ket da gavout an igromañserien, nag ar re a c’halv ar speredoù, evit en em saotrañ ganto. Me eo an AOTROU ho Toue.


Mar en em ro un den pe ur vaouez da vezañ igromañser pe da c’hervel ar speredoù, lakaet e vint d’ar marv; meinataet e vint, o gwad a vo warno.


e lakain-me va dremm a-enep an den-se hag a-enep e ziegezh, hag e lamin anezhañ a-douez e bobl gant ar re holl en em c’hastaouo eveltañ o c’hastaouiñ gant Molok.


O kaout ar pempilh, o welout anezhañ, ho po soñj eus holl c'hourc'hemennoù an AOTROU hag e heuliot anezho, ha ne heuliot ket ho kalonoù hag ho taoulagad evit kouezhañ er gasterezh.


Evel ma’z aemp d’ar bedenn, ur vatezh dalc’het gant ur spered a Biton hag a zegase ur gounid bras d’he mistri oc’h ober micher a zivinouriezh, a ziaraogas ac’hanomp.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos