Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Leviegezh 11:45 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

45 Rak me eo an AOTROU en deus ho lakaet da bignat eus bro Ejipt evit bezañ ho Toue, hag e viot santel rak me a zo santel.

Ver Capítulo Copiar




Leviegezh 11:45
22 Referencias Cruzadas  

Diazezañ a rin va emglev etrezon-me ha te ha da lignez da c'houde, a-hed o rummoù, evit bezañ un emglev peurbadus, hag e vin da Zoue hag hini da lignez da c'houde.


An AOTROU a lavaras da Voizez: Kae da gavout ar bobl, santela anezho hiziv ha warc'hoazh, ra walc'hint o dilhad.


C'hwi a vo din ur rouantelezh a aberzhourien hag ur vroad santel. Setu aze ar c'homzoù a lavari da vibien Israel.


Me eo an AOTROU da Zoue, en deus tennet ac'hanout eus bro Ejipt, eus an ti sklavelezh.


Ober a ri an hevelep tra eus da oc'hen hag eus da zeñved. O c’hentañ-ganet a vi seizh devezh gant o mamm, d'an eizhvet deiz e roi anezhañ din.


Me a gemero ac'hanoc'h evit va fobl, hag e vin ho Toue, hag ec'h anavezot ez on an AOTROU ho Toue, an hini a denn ac’hanoc’h a-zindan bec'hioù an Ejipsianed.


Pa oa yaouank Israel, e karen anezhañ, hag em eus galvet va mab eus an Ejipt.


Rak me eo an AOTROU ho Toue; c’hwi en em santelaio hag e viot santel rak me a zo santel. N’en em lakait ket dic’hlan en abeg da hini ebet eus ar stlejviled a ruz war an douar.


Hounnezh eo al lezenn diwar-benn al loened, al laboused, ar c’hrouadurioù bev a fiñv en doureier hag ar c’hrouadurioù a ruz war an douar,


Komz da holl vodadenn mibien Israel ha lavar: Bezit santel rak me a zo santel, me, an AOTROU ho Toue.


Balañsoù leal, mein da bouezañ leal, un efa leal hag un hin leal ho po. Me eo an AOTROU ho Toue, en deus tennet ac’hanoc’h eus bro Ejipt.


En em santelaat a reot hag e viot santel. Me eo an AOTROU ho Toue.


hag en deus tennet ac’hanoc’h eus bro Ejipt evit bezañ ho Toue. Me eo an AOTROU.


Me eo an AOTROU ho Toue, en deus tennet ac’hanoc’h eus bro Ejipt, evit reiñ deoc’h bro Ganaan ha bezañ ho Toue.


Soñj am bo eus va emglev gant o hendadoù, pa em eus tennet anezho eus bro Ejipt dirak daoulagad ar broadoù, evit bezañ o Doue. Me eo an AOTROU.


Soñj ho po eus va holl c'hourc'hemennoù hag e heuliot anezho, hag e viot santel d'ho Toue.


Rak Doue n’en deus ket hor galvet d’an dic’hlanded met d’ar santelezh.


Jozue a lavaras d'ar bobl: Ne c'hellot ket servijañ an AOTROU , rak un Doue santel eo, un Doue gwarizius eo, ne bardono ket ho torridigezhioù hag ho pec'hedoù.


rak skrivet eo: Bezit santel, rak me a zo santel.


Nikun n'eo santel evel an AOTROU , n'eus hini all ebet nemedout, n'eus roc'h ebet evel hon Doue.


Neuze e lavaras tud Bet-Shemesh: Piv a c'hellfe derc'hel dirak an AOTROU , an Doue santel? Ha war-zu piv e pigno an arc'h o pellaat diouzhomp?


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos