Jozue 23:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Gwelit, lodennet em eus deoc'h evel hêrezh, hervez ho meuriadoù, an holl vroadoù a zo chomet adalek ar Jordan, hag an holl vroadoù am eus distrujet betek ar Mor Bras war-zu ar c'huzh-heol. |
Kas a reas pobladoù kuit a-raok dezho hag o roas dezho da hêrezh, hag e lakaas meuriadoù Israel da chom en o zeltennoù.
Me o c'haso tamm-ha-tamm a-raok dit, betek ma kreski en niver ha ma lakain ac'hanout da berc'hennañ ar vro.
Kaset em eus da netra broadoù, o zourioù a zo distrujet, gwastet em eus o straedoù, kement ken na dremen den enno. O c'hêrioù a zo gwastet, diboblet ken n'eus annezad enno.
P'en devo distrujet an AOTROU da Zoue a-zirazout ar broadoù emaout o vont da gas kuit, pa berc'henni o bro hag e vi o chom enni,
Jozue a daolas ar sord evito e Silo dirak an AOTROU , ha Jozue a lodennas eno ar vro da vibien Israel, pep e lodenn.