Bremañ, ma fell deoc'h bezañ dereat ha leal e-keñver va mestr, disklêriit din; er c'hontrol, disklêriit din hag e troin a-zehou pe a-gleiz.
Jozue 2:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar baotred a respontas: Hor buhezioù evit ho re ma ne zisklêriit ket hon afer. Pa roio deomp an AOTROU ar vro, e tiskouezimp madelezh ha fealded ez keñver. |
Bremañ, ma fell deoc'h bezañ dereat ha leal e-keñver va mestr, disklêriit din; er c'hontrol, disklêriit din hag e troin a-zehou pe a-gleiz.
Pa dostaas deiz marv Israel, e c'halvas e vab Jozef hag e lavaras: Mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, laka, me az ped, da zorn dindan va morzhed ha diskouez em c'heñver madelezh ha fealded: Da bediñ a ran, na sebeilh ket ac'hanon en Ejipt.
David a gasas kannaded da gavout tud Jabez Galaad da lavarout dezho: Bezit benniget a-berzh an AOTROU, c'hwi hag a zo bet trugarezus e-keñver Saül hoc'h aotrou, hag o deus e sebeliet.
Bremañ eta, ra fello d'an AOTROU bezañ feal ha trugarezus en ho keñver! Me ivez a raio mad deoc'h, dre ma hoc'h eus graet kement-se.
Neuze e lavaras David: Ha ne van eta den eus ti Saül, evit ma rin vad dezhañ abalamour da Jonatan?
Evel ma tremene ar roue, e krias d'ar roue hag e lavaras: Da servijer a zo aet e-kreiz an emgann, ha setu, unan bennak o pellaat en deus degaset din un den hag en deus lavaret din: Diwall an den-mañ; mar deu da dec'hout kuit, da vuhez a vo evit e vuhez, pe e paei un talant arc'hant.
Ar re a ijin an droug, ha ne ziheñchont ket? Met an drugarez hag ar wirionez a zo evit ar re a ijin ar mad.
An hini en deus kalz a vignoned en deus trubuilh, met bez' ez eus ur c'heneil muioc'h eget ur breur.
Neuze ar c’habiten a c’hasas kuit an den yaouank, o c’hourc’hemenn dezhañ: Na lavar da zen en doa disklêriet kement-se din.
penaos e lezot da vevañ va zad, va mamm, va breudeur, va c'hoarezed hag ar re holl a zo dezho, ha penaos e tiwallot hon eneoù eus ar marv.
O lakaat a reas da ziskenn gant ur gordenn dre ar prenestr, rak he zi a oa e moger-greñv; er voger-greñv e oa o chom.
Kêr a vo lakaet da verz, hi ha kement a zo enni, evit an AOTROU . Met Rahab ar c'hast a vevo, hi hag an holl re a vo ganti en ti, rak kuzhet he deus ar gannaded hor boa kaset.
Jozue a lavaras d'an daou zen o doa spiet ar vro: Kit da di ar c'hast ha lakait da zont er-maez ar wreg-se hag he holl re, evel ma hoc'h eus touet dezhi.
Jozue a lezas bev Rahab ar c'hast, tiegezh he zad hag he holl re. Chomet eo e-touez Israel betek hiziv, dre ma he doa kuzhet ar gannaded kaset gant Jozue da spiañ Jeriko.
Bez madelezhus gant da servijer, pa ec'h eus lakaet da servijer da vont en un emglev ganit dirak an AOTROU . Mard eus ennon un direizhder bennak, va laka d'ar marv da-unan, rak perak am c'hasfes da'z tad?