Ar baotred a respontas: Hor buhezioù evit ho re ma ne zisklêriit ket hon afer. Pa roio deomp an AOTROU ar vro, e tiskouezimp madelezh ha fealded ez keñver.
Hi a lavaras: Kit war-zu ar menez, gant aon na zeufe ar re a zo aet war ho lerc'h d'ho tiarbenn, en em guzhit eno e-pad tri devezh, ken na vo distroet ar re a glask ac'hanoc'h, ha goude-se ez eot gant hoc'h hent.
Ar bobl a laoskas kriadennoù hag e voe sonet gant ar shofaroù. Kerkent ha ma klevas an dud son ar shofaroù, e youc'hjont a-bouez penn, hag ar voger a gouezhas anezhi hec'h-unan. Ar bobl a bignas e kêr, pep hini dirazañ, hag e kemerjont ar gêr.