Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 20:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Bez madelezhus gant da servijer, pa ec'h eus lakaet da servijer da vont en un emglev ganit dirak an AOTROU . Mard eus ennon un direizhder bennak, va laka d'ar marv da-unan, rak perak am c'hasfes da'z tad?

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 20:8
16 Referencias Cruzadas  

Bremañ, ma fell deoc'h bezañ dereat ha leal e-keñver va mestr, disklêriit din; er c'hontrol, disklêriit din hag e troin a-zehou pe a-gleiz.


Pa dostaas deiz marv Israel, e c'halvas e vab Jozef hag e lavaras: Mar em eus kavet trugarez dirak da zaoulagad, laka, me az ped, da zorn dindan va morzhed ha diskouez em c'heñver madelezh ha fealded: Da bediñ a ran, na sebeilh ket ac'hanon en Ejipt.


Absalom a respontas da Joab: Setu, kaset em eus da lavarout dit: Deus amañ, ha me az kaso da gavout ar roue evit ma lavari dezhañ: Perak ez on distroet eus Geshur? Gwelloc'h e vefe din bezañ c'hoazh eno. Bremañ eta, ra welin dremm ar roue; ha ma'z eus drougiezh ennon, em lakaio d'ar marv.


David a yeas er-maez war arbenn dezho hag a gemeras ar gomz o lavarout: Mard oc'h deuet e peoc'h etrezek ennon, evit va skoazellañ, va c'halon a vo unanet ganeoc'h, met mard eo evit va zouellañ evit mad va enebourien, pa n'on kablus eus feulster ebet, ra vo gwelet ha dinac'het kement-se gant Doue hon tadoù.


Lavarout a raen em zrubuilh: Pep den a zo gaouiat.


Ra ne zilezo ket ac'hanout an drugarez hag ar wirionez, eren anezho ouzh da c'houzoug, skriv anezho war daolenn da galon,


Mar em eus graet un dra fall pe un torfed bennak dellezek a varv, ne nac’han ket mervel, met ma n’eus netra gwirion en traoù a damallont din, den ne c’hell va lakaat etre o daouarn. Me a c’halv da Gezar.


Ar baotred a respontas: Hor buhezioù evit ho re ma ne zisklêriit ket hon afer. Pa roio deomp an AOTROU ar vro, e tiskouezimp madelezh ha fealded ez keñver.


Doue, an AOTROU Doue, Doue, an AOTROU Doue a anavez, hag Israel a anavezo, mard eo dre zispac'h ha mard eo evit un torfed a-enep an AOTROU , na zeuio ket eñ d'hor sikour hiziv!


Naomi a lavaras d'he div verc'h-kaer: Kit, distroit pep hini da di ho mamm. An AOTROU a vo trugarezus en ho keñver, evel m'hoc'h eus bet e-keñver ar re a zo marv hag em c'heñver.


P'en doe echuet David da gomz ouzh Saül, ene Jonatan a voe ereet da ene David, ha Jonatan en karas evel e ene.


Neuze Jonatan a reas emglev gant David, dre ma kare anezhañ evel e ene.


Ha Jonatan a reas emglev gant ti David hag a lavaras: Ra denno an AOTROU veñjañs eus enebourien David!


Jonatan a lavaras: Pell diouzhit ar soñj-se! Rak ma teufen da c'houzout en defe divizet va zad an droug diwar da benn, perak ne rofen ket dit da c'houzout?


Ober a rejont eta o-daou un emglev dirak an AOTROU . Ha David a chomas er goadeg, ha Jonatan a zistroas d'e di.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos