Jozue 18:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Dibabit tri den dre bep meuriad, hag e kasin anezho. Sevel a raint hag ec'h ergerzhint ar vro, hag e raint un tres anezhi evit he lodennañ; hag e tistroint da'm c'havout. |
Kas tud evit spiañ bro Ganaan, a roin da vibien Israel. Kas a reot un den dre bep meuriad o zadoù, holl re gentañ eus o zouez.
Jozue a lavaras da vibien Israel: Pegeit e taleot da vont da berc'hennañ ar vro en deus roet deoc'h an AOTROU , Doue ho tadoù?
Hag he lodennint e seizh lodenn, Juda a chomo en e harzoù er c'hreisteiz, ha ti Jozef a chomo en e harzoù en hanternoz.
Grit un tres eus ar vro e seizh lodenn, hag e tegasot anezhañ din amañ. Hag e taolin ar sord evidoc'h, amañ, dirak an AOTROU hon Doue.
An dud-se a yeas, a ergerzhas ar vro, a reas un tres anezhi en ul levr e seizh lodenn hervez ar c'hêrioù, hag e tistrojont da gavout Jozue da gamp Silo.