Moizez a zibabas a-douez holl Israel tud barrek hag o lakaas renerien war ar bobl, renerien a vilieroù, renerien a gantoù, renerien a hanter-kantoù ha renerien a zegoù.
An AOTROU a lavaras da Voizez: Dastum din dek den ha tri-ugent a-douez henaourien Israel, a anavezez evel henaourien ar bobl hag o vezañ perzh warno; degas anezho da deltenn an engalv, ma en em zalc'hint eno ganit.
Kemeret em eus neuze pennoù ho meuriadoù, tud fur hag anavezet, ha lakaet em eus anezho evel pennoù warnoc'h: kabitened a vilieroù, kabitened a gantoù, kabitened a hanter-gantoù, kabitened a zegoù hag ofiserien e-touez ho meuriadoù.
Pa gasas an AOTROU ac'hanoc'h eus Kadesh-Barnea en ur lavarout: Pignit ha dalc'hit ar vro am eus roet deoc'h, hoc'h eus disentet ouzh gourc'hemenn an AOTROU ho Toue, n'hoc'h eus ket kredet anezhañ na sentet ouzh e vouezh.