Goude bezañ tostaet ouzhin, hoc'h eus lavaret: Kasomp tud a-raok deomp evit spiañ ar vro hag evit rentañ kont deomp eus an hent a bignimp drezañ hag eus ar c'hêrioù ma'z aimp e-barzh.
Pa gasas an AOTROU ac'hanoc'h eus Kadesh-Barnea en ur lavarout: Pignit ha dalc'hit ar vro am eus roet deoc'h, hoc'h eus disentet ouzh gourc'hemenn an AOTROU ho Toue, n'hoc'h eus ket kredet anezhañ na sentet ouzh e vouezh.
Oadet a zaou-ugent vloaz e oan pa gasas Moizez servijer an AOTROU ac'hanon eus Kadesh-Barnea evit spiañ ar vro, hag e rentis dezhañ kont en eeunder va c'halon.
Jozue mab Nun a gasas e kuzh eus Sitim daou spier o lavarout: Kit da spiañ ar vro, ha Jeriko. Mont a rejont eta hag e teujont da di ur c'hast anvet Rahab, hag e kouskjont eno.