Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 18:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 Grit un tres eus ar vro e seizh lodenn, hag e tegasot anezhañ din amañ. Hag e taolin ar sord evidoc'h, amañ, dirak an AOTROU hon Doue.

Ver Capítulo Copiar




Jozue 18:6
11 Referencias Cruzadas  

o lavarout: Me a roio dit bro Ganaan, lod ho hêrezh eo.


Taolet e vez d'ar sord e pleg ar sae, met a-berzh an AOTROU eo e teu an disoc'hoù.


Ar sord a echu an tabutoù, hag a ra al lodennoù etre ar re c'halloudek.


Lodennañ a reot ar vro dre ar sord evel hêrezh d'ho tiegezhioù. D'ar re a zo e niver bras e roiot un hêrezh vrasoc'h, d'ar re a zo e niver bihan e roiot un hêrezh vihanoc'h. Pep hini a resevo ar pezh a vo degouezhet dezhañ dre ar sord. Hoc'h hêrezh ho po hervez meuriad ho tadoù.


Moizez a roas an urzhioù-se da vibien Israel o lavarout: Setu ar vro a lodennot dre ar sord evel hêrezh, en deus gourc'hemennet an AOTROU reiñ d'an nav meuriad ha d'an hanter-veuriad.


hag, o vezañ distrujet seizh broad e Bro-Ganaan, e lodennas dezho ar vro da hêrezh.


O hêrezh a voe roet dezho dre ar sord, evel m'en doa gourc'hemennet an AOTROU dre Voizez evit an nav meuriad hag an hanter-veuriad.


Jozue a daolas ar sord evito e Silo dirak an AOTROU , ha Jozue a lodennas eno ar vro da vibien Israel, pep e lodenn.


Ne vo ket a lodenn evit al Levited en ho touez, rak ar servij evel aberzhourien d'an AOTROU eo o hêrezh. Gad, Ruben hag hanter-veuriad Manase o deus resevet o hêrezh en tu all d'ar Jordan, er sav-heol, ar pezh en deus roet dezho Moizez servijer an AOTROU .


An dud-se a savas hag a yeas. Jozue a c'hourc'hemennas d'ar re a yeas ober un tres eus ar vro, o lavarout: Kit, ergerzhit ar vro, grit un tres anezhi ha tistroit da'm c'havout, hag e taolin ar sord evidoc'h, amañ, dirak an AOTROU , e Silo.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos