An hini a labour gant un dorn lezirek a zeu da vezañ paour, met dorn ar re oberiant a binvidika.
Jozue 18:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jozue a lavaras da vibien Israel: Pegeit e taleot da vont da berc'hennañ ar vro en deus roet deoc'h an AOTROU , Doue ho tadoù? |
An hini a labour gant un dorn lezirek a zeu da vezañ paour, met dorn ar re oberiant a binvidika.
Ene an didalvez ne ra nemet c'hoantaat ha n'en deus netra, met ene ar re oberiant en devo e walc'h.
Kement a gav da zorn d'ober, gra-eñ hervez da c'halloud, rak n'eus na labour, na soñj, na anaoudegezh, na furnez e lec'h ar marv m'emaout o vont.
En deiz-se e vo lavaret e Jeruzalem: Na'z pez ket aon! Sion, arabat da'z taouarn dinerzhañ.
O vezañ aet er-maez war-dro an unnekvet eur, e kavas re all a oa dilabour hag e lavaras dezho: Perak en em zalc’hit amañ a-hed an deiz hep ober netra?
Na labourit ket evit ar boued a ya da goll, met evit an hini a chom betek ar vuhez peurbadus hag a vo roet deoc’h gant Mab an den. Rak Doue an Tad en deus e verket gant e siell.
En em galoneka ha bez kreñv! Rak te eo a lakaio ar bobl-mañ da berc'hennañ ar vro am eus touet d'o zadoù reiñ dezho.
Jozue a oa kozh hag oadet bras. An AOTROU a lavaras dezhañ: Te a zo kozh hag oadet bras, hag e chom ur vro bras-meurbet da berc'hennañ.
Dibabit tri den dre bep meuriad, hag e kasin anezho. Sevel a raint hag ec'h ergerzhint ar vro, hag e raint un tres anezhi evit he lodennañ; hag e tistroint da'm c'havout.
Hag e lavarjont: Deomp, pignomp a-enep dezho! Rak gwelet hon eus ar vro, ha setu, gwall-vat eo. Ha petra, c'hwi a chom hep lavarout netra! Na vezit ket didalvez da vont evit perc'hennañ ar vro-se!