David a savas hag a yeas, kenkoulz hag an holl bobl a oa gantañ, eus Baale-Juda, evit degas ac'hane arc'h Doue, a vez galvet an anv dirazi, anv AOTROU an armeoù a zo o chom etre ar cherubined.
Jozue 15:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned hag en em astenne an harz eus lein ar menez da gavout mammenn doureier Neftoa, hag ez ae da gavout kêrioù menez Efron, hag e plege an harz war-zu Baala, a zo Kirjad-Jearim, |
David a savas hag a yeas, kenkoulz hag an holl bobl a oa gantañ, eus Baale-Juda, evit degas ac'hane arc'h Doue, a vez galvet an anv dirazi, anv AOTROU an armeoù a zo o chom etre ar cherubined.
Ha David a bignas gant holl Israel da Vaala, e Kirjad-Jearim hag a zo e Juda, evit lakaat da bignat ac'hane arc'h Doue, an AOTROU a zo o chom etre ar cherubined, e-lec'h ma vez galvet e anv.
Tu ar c'hreisteiz a yae eus dibenn Kirjad-Jearim, hag ez ae an harz war-zu ar mor, hag ez ae da vammenn doureier Neftoa,
Rak mibien Israel a yeas kuit hag a erruas en o c'hêrioù d'an trede deiz. O c'hêrioù a oa Gabaon, Kefira, Beerod ha Kirjad-Jearim.
Pignat a rejont hag e kampjont e Kirjad-Jearim, e Juda; setu perak al lec'h-se a zo bet anvet Makane-Dan betek hiziv. Emañ a-dreñv Kirjad-Jearim.
Hag e kasjont kannaded da dud Kirjad-Jearim, da lavarout dezho: Ar Filistined o deus kaset arc'h an AOTROU d'ar gêr. Diskennit d'he lakaat da bignat ganeoc'h.