Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 9:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Rak mibien Israel a yeas kuit hag a erruas en o c'hêrioù d'an trede deiz. O c'hêrioù a oa Gabaon, Kefira, Beerod ha Kirjad-Jearim.

Ver Capítulo Copiar




Jozue 9:17
24 Referencias Cruzadas  

Mab Saül en doa daou benn strolladoù, unan a oa anvet Baana hag egile Rekab, mibien Rimmon eus Beerod, eus a-douez mibien Benjamin, rak Beerod a oa kontet evel o vezañ da Venjamin.


Jishmaeja ar Gabaoniad, kadarn e-touez an tregont, ha dreist an tregont; Jeremiaz; Jakaziel; Jokanan; Jozabad ar Gederatad;


Ar re-mañ a voe mibien Kaleb: Shobal mab Hur kentañ-ganet Efrata tad Kirjad-Jearim,


Mibien Shobal tad Kirjad-Jearim a voe: Haroe hag Hazi-Menuod.


Kerent Kirjad-Jearim a voe: ar Jetrianed, ar Butianed, ar Shumatiz, ar Vishraiz. Eus ar re-se eo deuet ar Zoreatiz hag an Estaoliz.


Ha tabernakl an AOTROU , en doa graet Moizez er gouelec'h, hag aoter al loskaberzhoù, a oa en amzer-se war uhellec'h Gabaon.


mibien Kirjad-Arim, Kefira ha Beerod, seizh kant tri ha daou-ugent;


tud Kirjad-Jearim, Kefira ha Beerod, seizh kant tri ha daou-ugent;


Bez' e voe c'hoazh un den a brofedas en anv an AOTROU: Uri mab Shemaja eus Kirjad-Jearim. Profediñ a reas a-enep ar gêr-mañ hag a-enep ar vro-mañ, hervez an hevelep komzoù ha Jeremiaz.


en doe aon-meurbet, rak Gabaon a oa ur gêr vras, evel unan eus ar c'hêrioù roueel; brasoc'h e oa eget Ai hag hec'h holl dud a oa kadarn.


Kirjad-Baal, a zo Kirjad-Jearim, Rabba. Ar c'hêrioù-se: div, gant o c'hêriadennoù.


hag en em astenne an harz eus lein ar menez da gavout mammenn doureier Neftoa, hag ez ae da gavout kêrioù menez Efron, hag e plege an harz war-zu Baala, a zo Kirjad-Jearim,


hag e kendalc'he an harz, hag e troe e korn ar mor war-zu ar c'hreisteiz, adalek ar menez a zo a-dal da Bet-Horon war-zu ar c'hreisteiz, hag e tape Kirjad-Baal, a zo Kirjad-Jearim, kêr mibien Juda. Evel-se e voe tu ar c'huzh-heol.


Tu ar c'hreisteiz a yae eus dibenn Kirjad-Jearim, hag ez ae an harz war-zu ar mor, hag ez ae da vammenn doureier Neftoa,


A-benn tri deiz goude bezañ graet an emglev ganto, ec'h anavezjont penaos e oant o amezeien ha penaos e oant o chom en o zouez.


Mibien Israel ne skojont ket warno, rak ar re gentañ eus ar vodadenn o doa graet al le dezho dre an AOTROU Doue Israel. Hag an holl vodadenn a c'hrozmolas a-enep ar re gentañ.


Met tud Gabaon, o vezañ klevet ar pezh en doa graet Jozue da Jeriko ha da Ai,


Hag e lavarjont: Da servijerien a zeu eus ur vro gwall bell, en abeg da anv an AOTROU da Zoue, rak klevet hon eus e vrud ha kement en deus graet en Ejipt,


Pignat a rejont hag e kampjont e Kirjad-Jearim, e Juda; setu perak al lec'h-se a zo bet anvet Makane-Dan betek hiziv. Emañ a-dreñv Kirjad-Jearim.


Hag e kasjont kannaded da dud Kirjad-Jearim, da lavarout dezho: Ar Filistined o deus kaset arc'h an AOTROU d'ar gêr. Diskennit d'he lakaat da bignat ganeoc'h.


Tud Kirjad-Jearim a zeuas hag a lakaas arc'h an AOTROU da bignat, hag e kasjont anezhi da di Abinadab war ar c'hrec'h. Hag e santelajont Eleazar e vab evit mirout arc'h an AOTROU .


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos