Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 9:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

18 Mibien Israel ne skojont ket warno, rak ar re gentañ eus ar vodadenn o doa graet al le dezho dre an AOTROU Doue Israel. Hag an holl vodadenn a c'hrozmolas a-enep ar re gentañ.

Ver Capítulo Copiar




Jozue 9:18
11 Referencias Cruzadas  

Ar roue a espernas Mefiboshed mab Jonatan, mab Saül, en abeg d'al le o doa graet etrezo dirak an AOTROU, David ha Jonatan mab Saül.


an hini a sell gant fae an den disprizus, an hini a enor ar re a zouj an AOTROU, an hini na cheñch ket e le zoken pa vefe en e c'haou,


Na hast ket digeriñ da c'henoù, ha na lez ket da galon da vezañ buan o tisklêriañ ur gomz dirak Doue. Rak Doue a zo en neñvoù, ha te war an douar. Ra vo dibaot eta da gomzoù.


Na lez ket da c'henoù da'z lakaat da bec'hiñ, ha na lavar ket dirak kannad Doue ez eo dre zievezh. Perak e fulorfe Doue en abeg da'z mouezh, hag e tistrujfe oberoù da zaouarn?


Pep tra en em gav ingal gant an holl: an hevelep darvoud d'an den reizh ha d'an den fall, d'an den mat ha glan ha d'an hini dic'hlan, d'an den a ro aberzhoù ha d'an hini na ro ket; bez' emañ eus an den mat evel eus ar pec'her, eus an den a dou evel eus an hini en deus aon da douiñ.


Pa en devo graet un den ur gouestl d'an AOTROU, pe en devo dre le lakaet un ere war e ene, ne dorro ket e gomz, ober a raio hervez ar pezh en devo lavaret e c'henoù.


Pa dremeni hep ober ur gouestl, ne vo ket a bec'hed ennout.


Mirout a ri ar pezh a vo deuet eus da vuzelloù hag e ri dioutañ, evel ur prof a-youl-vat, hervez ar gouestloù az po graet d'an AOTROU da Zoue hag az po lavaret gant da c’henoù.


Pa'z i e gwinienn da nesañ, e c'helli debriñ rezin hervez da naon ha da c'hoant, met ne lakai ket dioutañ en ur baner.


Rak mibien Israel a yeas kuit hag a erruas en o c'hêrioù d'an trede deiz. O c'hêrioù a oa Gabaon, Kefira, Beerod ha Kirjad-Jearim.


Neuze e lavaras ar re gentañ d'an holl vodadenn: Graet hon eus ul le dezho dre an AOTROU Doue Israel, bremañ ne c'hellomp ket stokañ outo.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos