Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 9:19 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

19 Neuze e lavaras ar re gentañ d'an holl vodadenn: Graet hon eus ul le dezho dre an AOTROU Doue Israel, bremañ ne c'hellomp ket stokañ outo.

Ver Capítulo Copiar




Jozue 9:19
5 Referencias Cruzadas  

Me a lavar: Mir gourc'hemenn ar roue, ha kement-se abalamour d'al le graet da Zoue.


Pep tra en em gav ingal gant an holl: an hevelep darvoud d'an den reizh ha d'an den fall, d'an den mat ha glan ha d'an hini dic'hlan, d'an den a ro aberzhoù ha d'an hini na ro ket; bez' emañ eus an den mat evel eus ar pec'her, eus an den a dou evel eus an hini en deus aon da douiñ.


hag e toui: Bev eo an AOTROU! e gwirionez, en eeunder hag e reizhder, hag ar broadoù a vo benniget ennañ hag a gavo gloar ennañ.


Mibien Israel ne skojont ket warno, rak ar re gentañ eus ar vodadenn o doa graet al le dezho dre an AOTROU Doue Israel. Hag an holl vodadenn a c'hrozmolas a-enep ar re gentañ.


Evel-henn e raimp: o lezel a raimp da vevañ, evit na zeuio kounnar ebet en abeg d'al le hon eus touet dezho,


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos