Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Jozue 9:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

20 Evel-henn e raimp: o lezel a raimp da vevañ, evit na zeuio kounnar ebet en abeg d'al le hon eus touet dezho,

Ver Capítulo Copiar




Jozue 9:20
10 Referencias Cruzadas  

Hag en em savas ivez a-enep ar roue Nebukadnezar, en doa e lakaet da douiñ dre Zoue. Reutaat a reas e c'houzoug hag e kaletaas e galon, evit chom hep distreiñ d'an AOTROU Doue Israel.


Ur stign eo evit an den disklêriañ traoù santel gant skañvadurezh, ha goude ar gouestl enklask c'hoazh.


Hag e tostain ouzhoc'h evit ar varnedigezh, hag ec'h hastin testeniañ a-enep ar sorserien, a-enep an avoultrerien, a-enep ar re a dou e gaou, ar re a zalc'h gopr al labourer, a wask an intañvez hag an emzivad, a noaz d'an diavaeziad, ha na zouj ket ac'hanon, eme AOTROU an armeoù.


diskiant, disleal, hep hegarated naturel, dibardon, didruez,


ar c’hadaled, ar skilbaotred, ar varc’hadourien-sklaved, ar c’haouiaded, ar falstouerien, hag evit kement a zo kontrol d’ar gelennadurezh yac’h,


Neuze e lavaras ar re gentañ d'an holl vodadenn: Graet hon eus ul le dezho dre an AOTROU Doue Israel, bremañ ne c'hellomp ket stokañ outo.


Ar re gentañ a lavaras eta dezho: Bevañ a raint! Met e voent implijet da droc'hañ koad ha da dennañ dour evit an holl vodadenn, evel ma o deus lavaret dezho ar re gentañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos