hag en em astenne an harz eus lein ar menez da gavout mammenn doureier Neftoa, hag ez ae da gavout kêrioù menez Efron, hag e plege an harz war-zu Baala, a zo Kirjad-Jearim,
hag e kendalc'he an harz, hag e troe e korn ar mor war-zu ar c'hreisteiz, adalek ar menez a zo a-dal da Bet-Horon war-zu ar c'hreisteiz, hag e tape Kirjad-Baal, a zo Kirjad-Jearim, kêr mibien Juda. Evel-se e voe tu ar c'huzh-heol.