Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 6:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

21 Hag e kasjont kannaded da dud Kirjad-Jearim, da lavarout dezho: Ar Filistined o deus kaset arc'h an AOTROU d'ar gêr. Diskennit d'he lakaat da bignat ganeoc'h.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 6:21
11 Referencias Cruzadas  

David a savas hag a yeas, kenkoulz hag an holl bobl a oa gantañ, eus Baale-Juda, evit degas ac'hane arc'h Doue, a vez galvet an anv dirazi, anv AOTROU an armeoù a zo o chom etre ar cherubined.


Dilezel a reas tabernakl Silo, an deltenn en doa savet e-touez an dud.


Bez' e voe c'hoazh un den a brofedas en anv an AOTROU: Uri mab Shemaja eus Kirjad-Jearim. Profediñ a reas a-enep ar gêr-mañ hag a-enep ar vro-mañ, hervez an hevelep komzoù ha Jeremiaz.


Kit da'm lec'h a oa e Silo, ma em boa lakaet va anv da chom ennañ er penn-kentañ, ha gwelit ar pezh am eus graet en abeg da zrougiezh va fobl Israel.


e rin d'an ti-mañ ma'z eo galvet va anv warnañ ha ma fiziit ennañ, d'al lec'h-mañ am eus roet deoc'h ha d'ho tadoù, evel ma em eus graet da Silo.


Kirjad-Baal, a zo Kirjad-Jearim, Rabba. Ar c'hêrioù-se: div, gant o c'hêriadennoù.


hag en em astenne an harz eus lein ar menez da gavout mammenn doureier Neftoa, hag ez ae da gavout kêrioù menez Efron, hag e plege an harz war-zu Baala, a zo Kirjad-Jearim,


hag e kendalc'he an harz, hag e troe e korn ar mor war-zu ar c'hreisteiz, adalek ar menez a zo a-dal da Bet-Horon war-zu ar c'hreisteiz, hag e tape Kirjad-Baal, a zo Kirjad-Jearim, kêr mibien Juda. Evel-se e voe tu ar c'huzh-heol.


Rak mibien Israel a yeas kuit hag a erruas en o c'hêrioù d'an trede deiz. O c'hêrioù a oa Gabaon, Kefira, Beerod ha Kirjad-Jearim.


Pignat a rejont hag e kampjont e Kirjad-Jearim, e Juda; setu perak al lec'h-se a zo bet anvet Makane-Dan betek hiziv. Emañ a-dreñv Kirjad-Jearim.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos