Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




2 Samuel 6:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 David a savas hag a yeas, kenkoulz hag an holl bobl a oa gantañ, eus Baale-Juda, evit degas ac'hane arc'h Doue, a vez galvet an anv dirazi, anv AOTROU an armeoù a zo o chom etre ar cherubined.

Ver Capítulo Copiar




2 Samuel 6:2
15 Referencias Cruzadas  

Pignet e oa war ur cherubin hag e nije, en em ziskouez a rae war eskell an avel.


D'ar mestr-kaner; salm Azaf; war "Shoshanim-Edud".


An AOTROU a ren, ra greno ar pobloù! Azezet eo etre ar cherubined, ra vrañsello an douar.


Hon Dasprener a zo anvet AOTROU an armeoù, Sant Israel.


Rak da bried eo da Grouer, AOTROU an armeoù e anv, da zasprener eo Sant Israel, Doue an douar a-bezh a vo e anv.


Kirjad-Baal, a zo Kirjad-Jearim, Rabba. Ar c'hêrioù-se: div, gant o c'hêriadennoù.


Diskuliet e voe dezho penaos ne oa ket evito o-unan met evidomp-ni e oant ministred eus an traoù-se, a zo bet disklêriet deoc’h bremañ gant ar re o deus prezeget an Aviel deoc’h dre ar Spered-Santel degaset eus an neñv, traoù hag a garfe an aeled o gwelout betek ar foñs.


Ar bobl a gasas eta da Silo, a-belec'h e voe degaset arc'h emglev AOTROU an armeoù, a zo o chom etre ar cherubined. Ha daou vab Eli, Hofni ha Fineaz, a oa eno gant arc'h emglev Doue.


Hag e kasjont kannaded da dud Kirjad-Jearim, da lavarout dezho: Ar Filistined o deus kaset arc'h an AOTROU d'ar gêr. Diskennit d'he lakaat da bignat ganeoc'h.


Tud Kirjad-Jearim a zeuas hag a lakaas arc'h an AOTROU da bignat, hag e kasjont anezhi da di Abinadab war ar c'hrec'h. Hag e santelajont Eleazar e vab evit mirout arc'h an AOTROU .


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos