Jozue 10:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An AOTROU a zisparfoeltras anezho dirak Israel, a reas ul lazhadeg bras e-kichen Gabaon. Mont a reas war o lerc'h dre hent krav Bet-Horon, hag o filas betek Azeka ha Makkeda. |
An AOTROU a skoas war an Etiopiz dirak Asa ha dirak Juda, hag an Etiopiz a dec'has kuit.
Tud ar strolladoù en doa kaset kuit Amazia evit na zeufent ket gantañ d'ar brezel, en em daolas war gêrioù Juda, adalek Samaria betek Bet-Horon, hag e lazhjont tri mil den hag e skrapjont ur preizh bras.
An AOTROU a gurunas eus an neñvoù, an Uhel-Meurbet a daolas e vouezh, gant grizilh ha glaouennoù tan.
Gant da zorn ec'h eus kaset kuit pobloù evit o diazezañ, bruzunet ec'h eus pobloù evit reiñ lec'h dezho.
C'hwi hag a chom gourvezet e-kreiz ar parkeier, e tegemerit eskell arc'hantek ar goulm hag he fluñv melen-aour.
Kas a reas pobladoù kuit a-raok dezho hag o roas dezho da hêrezh, hag e lakaas meuriadoù Israel da chom en o zeltennoù.
Sevel a raio an AOTROU evel e menez Perazim, e kounnaro evel e traonienn Gabaon, evit ober e labour, e labour dizanavez, hag evit kas da benn e oberenn, e oberenn zivoas.
An AOTROU a lakaio e vouezh veurdezus da vezañ klevet, hag e lakaio e vrec'h prest da skeiñ da vezañ gwelet, e-kreiz e gounnar entanet, e-kreiz flammoù un tan loskus, e-kreiz un arnev, ur barrad-amzer ha mein grizilh.
Arme roue Babilon a vrezele a-enep Jeruzalem hag a-enep holl gêrioù Juda a vane, a-enep Lakish hag a-enep Azeka; ar re-se a oa kêrioù-kreñv hag a vane a-douez kêrioù Juda.
An AOTROU a yelo er-maez hag a stourmo a-enep ar broadoù-se, evel p’en deus stourmet da zeiz an emgann.
An AOTROU da Zoue o roio dit, hag e tistrujo anezho eus un diskar bras betek ma vint aet da get.
Evel ma tec'hent dirak Israel ha ma oant e diskenn Bet-Horon, an AOTROU a daolas warno mein bras eus an neñv betek Azeka, hag e varvjont. Ar re a varvas gant ar mein-grizilh a oa niverusoc'h eget ar re a lazhas mibien Israel gant ar c'hleze.
Jozue a gemeras ivez Makkeda en deiz-se hag a skoas warni gant troc'h ar c'hleze. Lakaat a reas da verz he roue hag he zud a oa enni; ne lezas den da dec'hout kuit, hag e reas da roue Makkeda evel m'en doa graet da roue Jeriko.
An AOTROU a lakaas anezho etre daouarn Israel, a bilas anezho hag a redas war o lerc'h betek Sidon ar Vras ha betek Misrefod-Maim, ha betek traonienn Vizpa war-zu ar sav-heol; o filet o deus en doare na lezjont den da dec'hout kuit.
hag e tiskenne war-zu ar c'huzh-heol da harz ar Jafletiz ha da harz Bet-Horon-Izel, ha betek Gezer, hag e tape ar mor.
Setu harz mibien Efraim hervez o ziegezhioù. Harz reter o hêrezh a oa eus Atarod-Adar betek Bet-Horon-Uhel,
An AOTROU a faezhas Sisera hag e holl girri hag e holl arme, gant troc'h ar c'hleze, dirak Barak. Sisera a ziskennas eus e garr hag a dec'has war droad.
Barak a redas war-lerc'h ar c'hirri ha war-lerc'h an arme betek Haroshed-Goim. Holl arme Sisera a gouezhas dindan troc'h ar c'hleze. Ne vanas ket unan anezho.
Brezelet eo bet eus an neñvoù, diouzh o hentoù ar stered o deus brezelet a-enep Sisera.
Ur bagad all a yeas dre hent Bet-Horon, hag an trede bagad a yeas dre hent an harz a zo dirak traonienn Zeboim, war-zu ar gouelec'h.
Ar Filistined a zastumas o armeoù evit ar brezel, hag en em zastumjont e Soko, a zo e Juda, hag e kampjont etre Soko hag Azeka en Efes-Dammim.